Emgann ar Meurvor Atlantel
Rann eus | Eil Brezel-bed |
---|---|
Deiziad kregiñ | 3 Gwe 1939 |
Deiziad echuiñ | 8 Mae 1945 |
Emgann ar Meurvor Atlantel [1], berraet en Emgann an Atlantel [2] a oa bet ar c'hampagn brezel hirañ stourmet e-kerzh an Eil Brezel-bed, o kregiñ e 1939 ha betek an trec'h war an Alamagn Nazi e 1945. Un darn vras eus istor war vor an Eil Brezel-bed eo. Orin ar c'hampagn brezel-se a voe blokus-mor ar Gevredidi war Alamagn, embannet devezh an disklêriadur brezel, hag an enep-blokus lakaet da dalvezout gant Alamagn. Ar c'hampagn a oa bet en e varr eus kreiz ar bloavezh 1940 betek fin ar bloavezh 1943.
Emgann an Atlantel a voe etre al listri-spluj U-Boot ha listri brezel alaman all ar C'hriegsmarine (morlu) ha kirri-nij brezel al Luftwaffe (nijlu), enebet ouzh ar Royal Navy, ar Royal Canadian Navy, an United States Navy, ha bigi kenwerzh ar Gevredidi. Chareadoù, o tont evit an darn vrasañ anezho eus Norzhamerika, a oa o klask tizhout ar Rouantelezh-Unanet hag an Unvaniezh Soviedel, en ur vezañ gwarezet gant ar morluioù ha nijluioù saoz ha kanadian dreist-holl. An nerzhioù-se a oa bet sikouret gant listri ha kirri-nij stadunanat adalek an 13 a viz Gwengolo 1941.[3] An Alamanted a oa bet harpet gant listri-spluj italian ar Regia Marina (Morlu roueel) goude ma vije bet Italia ezel eus nerzhioù an Ahel o tont er brezel d'an 10 a viz Even 1940.
Dre ma 'z eo un enezenn eus ar Rouantelezh-Unanet e oa diazezet kalz diskoulm an ezhommoù bevañs gant enporzhiadur madoù. Evit dreistbevañ ha kenderc'hel gant ar stourm e oa ezhomm milionoù a donennoù danvez enporzhiet bep sizhun. Emgann ar Meurvor Atlantel a oa liammet-tre gant tonennadur brezel ; ar Gevredidi o devoa poan bras o pourveziañ Bro-Saoz, hag an Ahel a glaske stoufañ ar muiañ al lusk bigi kenwerzh oc'h erruout. Lodennaouiñ er Rouantelezh-Unanet a oa bet implijet ivez gant ar pal digreskiñ ar goulenn, dre zigreskiñ ar foraniñ hag uhelaat ar broduerezh boued ha danvezioù gant ar familhoù ha gwellaat dasparzh an danvezioù etre an holl.
E Breizh
Abalamour d'ar sichennoù U-Boote savet eno gant an Alamaned e voe bombezet meur a wech kêrioù Brest, An Oriant pe Sant-Nazer, gant ar Saozon da gentañ, ha muioc'h c'hoazh gant sikour an USAAF stadunanat adalek dibenn 1942. Kenderc'hel a reas ar bombezadegoù dreist-holl e hanterenn gentañ 1943, a-raok digreskiñ abalamour da brientiñ an oberadenn Overlord e 1944[4]. E Brest da skouer e istimer e varvas 400 den etre miz Gouere 1940 ha miz Eost 1944, pa voe gloazet 550 all. Tro 2.000 savadur a voe distrujet er gêr[5].
Sant-Nazer a oa bet bombezet spontus d'an 9 a viz Du 1942, lazhet 186 trevour gant 134 deskard eus chanteroù Penhoët, oadet etre 14 ha 17 vloaz e-touezh anezho.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) GUELTON Frédéric, La bataille de l'Atlantique, Glénat, 2023, 192 p. ISBN 978-2344057964
- (fr) PEILLARD Léonce, La bataille de l'Atlantique 1/ La Kriegsmarine à son apogée 1939-1942, Robert Laffont, 1974, 368 p.
- (fr) PEILLARD Léonce, La bataille de l'Atlantique 2/ La victoire des "chasseurs" 1942-1945, Robert Laffont, 1974, 350 p.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ CHEMEREAU Hubert, An argadenn « Chariot » e Sant-Nazer d’an 28 a viz meurzh 1942 : cheñchet penn d’ar vazh e emgann ar Meurvor Atlantel, BCD Sevendadurioù, miz Ebrel 2019 (lennet d'ar 06/01/2024)
- ↑ Istoer an Oriant war lec'hienn ar gêr (lennet d'ar 06/01/2025)
- ↑ (en) Carney, Robert B., Admiral, USN. "Comment and Discussion" United States Naval Institute Proceedings January 1976, p. 74
- ↑ (fr) EVANNO Yves-Marie, Les bombardements en Bretagne lors de la Seconde Guerre mondiale, En Eñvor (lennet d'ar 06/01/2025)
- ↑ (fr) Brest et la seconde guerre mondiale, UNC Penn-ar-bed (lennet d'ar 06/01/2025)