Mont d’an endalc’had

Efflam Koed Skaù

Eus Wikipedia
Efflam Koed Skaù
Anv ofisiel Jean-Marie-François Jacob
Anv pluenn Efflam Koed Skaù
Obererezh Barzh, saver-kanaouennoù
Ganedigezh e 1882
e Lokmaria-Kaer, Breizh
Marv e 1938
e Lusenac, Banniel Okitania Okitania
Yezh skrivañ Brezhoneg, Galleg
Enorioù Marc'heg en urzh Ospitalourion Sant-Lazar Jeruzalem
Oberennoù pennañ
  • Barzaz Bro Gwened
  • Biographie de Jean-Marie Hermely
  • La Gaule continue

Efflam Koed Skaù a oa anv-pluenn ar barzh Jean-Marie-François Jacob, pe Yann-Vari Jakob e brezhoneg. Ganet e voe e Lokmaria-Kaer d'an 31 a viz Mae 1882 ha mervel a reas e Lusenac, e su Okitania e 1938. Barzh ha saver-kanaouennoù e oa. Ober a reas gant an anv-pluenn "Efflam Koed-Skaù" peurvuiañ pe sinañ a rae gant e anv-barzh, "Barzh Dariorig" pe "Ehoarn Ruis" ha "Jehan de Kaer" a-wezhioù

Ganet e voe en ur familh kristen strizh eus a Vro-Wened hag a oa eus lignez unan eus letananted Jorj Kadoudal hag a voe Jean-Marie Hermely e anv. Mab e oa d'ur paramantour ha brezhoneg Bro-Wened a oa e yezh-vamm. Desavet e voe e Dax, e mervent Bro-C'hall hag ez eas d'ar c'hloerdi bihan er gêr-se pa oa aet da emzivad. Studiañ a reas e skolaj Sant Visant a Baol en Naoned, a 1895 da 1900. Bezañ e voe studier e skol École pratique des Hautes Études (Skol bleustrek ar Studioù Uhel) e Pariz. Kregiñ a reas gant ur post mestr-skol kristen, a-raok mont da labourat er c'henwerzh hogen abalamour d'e jeu fall e voe toullbac'het un toullad sizhunvezhioù -laosket en doa ur paot-mat a sac'hadoù patatez da vreinañ war ur c'hae.

Kejañ a reas gant Skolaj ar Varzhed ar Gorsedd e 1903 da-geñver Kendalc'h Kevredigezh Brodel Breizh en Alre. Eno e savas liammoù gant Loeiz Herrieu, Yann-Ber Kalloc'h hag André Mellac.

E 1913 e krouas ur gevredigezh hag a vode Brezhoned Bro-Douren, "La Fleur d'Ajonc" an anv anezhi. War-lerc'h ar brezel-bed kentañ e-men e oa klañvdiour e-kostez Saloniki e Bro-C'hres ez eas da Aveyron e su Bro-C'hall e-lec'h e voe kelenner-ti.

Ezel e oa eus ar Société Archéologique de France (Kevredigezh arkeologel Bro-C'hall) hag eus an Académie d'Histoire Internationale (Akademiezh etrebroadel war an Istor).

Mervel a reas e Lengadok e 1938.

Skrivagner gwenedek priziet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Chom a reas pell diouzh Breizh e vuhez-pad ha santout a reer levezon an harlu war e oberennoù, hervez Loeiz Herrieu[1] ha gwellañ barzh e gwenedeg war-lerc'h Yann-Ber Kalloc'h hervez Frañsez Kervella. Levezonet e voe e oberennoù gant e soñjoù kristen, roueelour ha kar-e-vro breizhat. Brudet e voe evit an istor a skrivas diwar-benn ar Chouaned, e gontadennoù, e varzhonegoù, e gantikoù hag e ganaouennoù giz-pobl. Sevel a reas un dastumad tonioù evit ar biniawoù hag a voe sonet gant sonerion Lokmaria-Kaer evel Job Braz.

Ezel eus Goursez Breizh ha Skolaj Barzhed Bro-C'hall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-barzh Goursez Breizh e voe degemeret evel barzh, da-geñver ar Goursez dalc'het e 1908 en Uhelgoad.

Aozañ a reas Gorsedd Breizh e Lokmaria-Kaer e 1928, asambles gant Loeiz Herrieu hag André Mellac. Evel drouiz e kemeras perzh e krouidigezh Skolaj Barzhed Bro-C'hall. Ret e voe dezhañ gortoz un nebeud bloavezhioù a-raok mont-tre e-barzh, avat, rak Loeiz Herrieu a nac'he hen aotreañ da gemer perzh ennañ e kement dilennadeg a oa, en abeg d'an amzer-toullbac'h.

  • Barzaz Bro Gwened, diembann, met tammoù anezhañ a gaver e meur a gazetenn evel An Oaled, Ar Vro, Dihunamb, Kroaz ar Vretoned, Le Pays breton etc. .
  • Biographie de Jean-Marie Hermely. Embannadurioù La Science Historique, Pariz, 1933. Ul levr diwar-benn e dad-kuñv a stourmas gant Kadoudal hag ar Chouaned.
  • La Gaule continue malgré les Invasions des Romains, des Barbares et des Métèques - Abrégé d'Histoire de France écrit par un Breton à l'usage des Français, Embannadurioù Armorica, 1935. Ul levr diwar-benn keltiegezh Bro-C'hall gant soñjoù roueelour ha gouennelour.
  • Dornskrid diembann : Hunvréeeu ar hoaskedenn. miret e Dielloù Kemper (?) hervez Lukian Raoul.

EN ESTIG

En Estig e gan er spernek
Chujeu flour e galon joéius,
Hag e vam g'é son melodius
En nozieu tuem ha stirennek.

P'en ahuil, nij e blun saius,
En ur grenaden terhenek,
En estig e gan er spernek
Chujeu flour e galon joéius.

Perak son éan ken kalonek ?
Emen nij e chuj disoursius
P'édan ur boket ligernus
En ur grenadenn térhének,
E gan en estig ér spernek ?

(Ar Vro, miz Kerzu 1904)

Levrlennadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek, Embannadurioù Al Liamm, 1991. Pennad : Jacob, Jean Marie François.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ "Deusto d'e vrehoneg bout oah ag en divroereh", Dihunamb, Niv. 329.