Mont d’an endalc’had

Dominig Jolivet ar C'hlec'h

Eus Wikipedia
Dominig Jolivet ar C'hlec'h.
Anv ofisiel Dominique Jolivet
Obererezh Skolaer, Kelenner, Kaner, Sindikadour.
Ganedigezh 1963
Ar Gelveneg
Marv 13 a viz Genver 2024
Ar Gelveneg
Yezh skrivañ Brezhoneg
Enorioù Dezhañ e voe dediet lid Prizioù dazont ar brezhoneg 2024[1].
Oberennoù pennañ
Bec'h dei !
Traoù ouzhpenn
Anv

Meur a stumm a vez kavet d'e anv-familh

  • Jolivet, Jolived pe c'hoazh Jolivet ar C'hlec'h.

Engouestloù

Strolladoù politikel darempredet gantañ:

Sindikad darempredet gantañ:

Dominig Jolivet ar C'hlec'h, pe Dominig Jolived, lesanvet « Dom Jo », ganet e 1963 hag aet da Anaon d'an 13 a viz Genver 2024 [2], zo bet skolaer ha kelenner skolaj ha lise er rouedad skolioù kevredigezhel Diwan[3].

Ganet oa bet er Gelveneg. Desket en doa brezhoneg gant e familh hag o komz gant e dad-kozh ha na ouie ket ar galleg.

Buhez vicherel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Danvez-skolaer e oa Dominig adalek ar bloavezhioù 1980 e Kommanna, Roazhon, Tregon, Sant Brieg, Plijidi, Karaez, Kemper.

Engouestloù politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemeret en deus perzh er strollad politikel Emgann. Kengrouet en deus Sindikad Labourerien Breizh e 2001. E-pad pell eo bet pennsekretour ar sindikad-mañ.[4]

Dominig Jolived a oa un den a-gleiz. Tost e oa ouzh ar mennozhioù ekologour dre ma save a-enep da Aerborzh Kernitron-al-Lann[5]. Engouestlet-tre e oa er stourm enepfaskour[6].

Marvet eo Dominig Jolived 13 a viz Genver 2024 d'an oad a 60 vloaz. Bet en doa bet ur gwallzarvoud gwazhioù empenn e miz Kerzu 2023. Kroget e oa lid e obidoù dirak muioc’h evit 1500 den e CLC ar Gelveneg d'an 20 a viz Genver 2024, gant un ton pib-ilin sonet gant Konogan an Habask[7]. D'an 13 a viz Ebrel 2024 e oa bet dalc'het ur fest-noz er Skolaj Diwan Jakez Riou e Kemper evit enoriñ deiz-ha-bloaz e c'hanedigezh.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. OPaB
  2. (fr) Ouest-France, 20/01/2024
  3. (fr) Ouest-France, 14/01/2024
  4. Aet eo Dominig Jolived d'an anaon. Sindikad Labourerien Breizh (2024).
  5. Ya!, niverenn 518, 2015, rann "Aerborzh" https://ya.bzh/dominig-jolived/
  6. Ya!, niverenn 518, 2015, rann "Faskouriezh" https://ya.bzh/dominig-jolived/
  7. (fr) Le Télégramme, 20/01/2024