Sindikad Labourerien Breizh

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Sindikad Labourerien Breizh pe SLB zo ur c'hweluniad broadelour breizhat bet krouet e 2001. E-touesk e stourmerien bennañ e c'heller menegiñ Dominig Jolivet. Al lec'hioù ma 'z eo kreñv ar c'hweluniad-se a zo Diwan (e lec'h ma'z eo ar c'hentañ c'hweluniad) ha Skol-veur Roazhon 2 (e lec'h m'en deus 3 dileuriad)E peseurt bloavezh?.

Disoc'hoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2012 en deus tapet ar sindikad 3,16% eus ar mouezhioù e votadegoù an embregerezhioù bihan-bihan (en tu-mañ da 11 goprad), e Rannvro Breizh (4 departamant)[1].

Disklêriadur orin an SLB[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disklêriadur Sindikad Labourerien Breizh :

Krouiñ a reomp ur sindikad SINDIKAD LABOURERIEN BREIZH - SLB - e anv. Digor eo ar Sindikad SLB d'an holl verc'hed ha paotred a zo gopridi, retredidi, dilabour, hep labour, labourerien emren, studierien, liseidi ha deskarded adal 16 vloaz o labourat pe o vevañ e Breizh ha mennet da stourm ouzh ar gwaskerzh sokial. Diazezet e vo labour SLB war nav bro Breizh : Dol, Gwened, Kernev, Leon, Naoned, Roazhon, Sant Brieg, Sant Maloù, Treger. Embann a reomp eo ar Vretoned ur bobl hag evel an holl bobloù he deus gwir da dermeniñ he-unan an doare da 'n em ren. Bez' eo Sindikad SLB un unvaniezh stourm evit labourerien Breizh, evit difenn o gwirioù sokial ha broadel hag evit reiñ gwirioù sokial ha broadel dezho. Un unvaniezh a genskoazell eo etre labourerien Breizh hag a genskoazell etrevrodel etre labourerien ar bed holl. Embann a ra SLB o deus an holl Vretoned gwir da chom, da vevañ ha da labourat e Breizh. Gwir o deus da vevañ en un endro yac'h ha disaotr. Stourm a raimp evit ma vo anavezet ar gevatalded paotred / merc'hed war an dachenn sokial. Skoazell a raimp ar Vretoned diavaez da zistreiñ da labourat ha bevañ d'ar Vro. Demokratel eo SLB ha stourm a raio ouzh ar faskouriezh ha kement mennozh kontrol da wirioù mab-den.

War evezh e vimp eus statudoù hag aozadurioù labour bresk kalz a labourerien digenvezet, hiniennelaet e bed al labour gwevn ha berrbad; er c'hontrol e stourmimp evit aozioù buhez reizh ha dereat ouzh dellegezh mab-den.

War evezh e vimp eus dazont implijidi Diwan ne vern peseurt statud a vo dibabet gant he renerien. Ur stourm skouer e vo hemañ deomp, ne laoskimp hini ebet war-vord an hent pe ve o kelenn pe ne ve ket. Ne asantimp ket e ve kollet netra ganto war an dachenn sokial : statud ha gopr.

A-unan e vimp gant an holl labourerien o stourm evit derc'hel d'o implij ha d'o gwirioù sokial evel da skouer er mare-mañ e bro Lannuon.

A-unan e vimp gant ar re a zifenn ar servij publik.

Gervel a reomp holl labourerien ha labourezed Breizh da zont ganeomp war-zu ur gevredigezh reishoc'h

A-gevret e vimp trec'h !

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • SLB Skol-Veur, rann studier an SLB.
  • Dazont, C'hweluniad studierien broadelour, kreñv er bloavezhioù 1990.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. PDF (Lec'hienn Ministrerezh al Labour RF).