SLB Skol-Veur

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

SLB Skol-Veur a zo rann studierien Sindikad Labourerien Breizh. Kavet e vezont e skolioù-meur Breizh, dreist-holl e Skol-veur Roazhon 2, e lec'h m'o deus dilennidi. Ur pouez bras o deus bet da goulz ar stourmoù a-enep d'ar CPE. Gaël Roblin a 'zo e touesk pennoù ar c'hweluniad e Roazhon 2. Ideologiezh ar c'hweluniad a liamm ar vroadelouriezh vreizhat ouzh mennozioù an tu-kleiz.


Disoc'hoù en dilennadegoù:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

-Em ginnig a ra an SLB Skol-Veur e penn kentañ ar vloavezh skol 2005-2006 e Roazhon 2 ha paket gantañ 7% eus ar mouezhioù. 3 dileuriad SLB Skol-Veur a zo neuze e Roazhon 2.

-An 13 a viz Meurzh 2007 em ginnig an SLB Skol-Veur evit ar wech kentañ da dilennadegoù ar C'h/Crous e Breizh (e Breizh nemet 1, rak nemañ ket al Liger Atlantel er C'hrous Breizh, evit poent...).

Evit departamantoù Aodoù-an-Arvor / Ill-ha-Gwilun, an SLB en deus dastummet 9.17% eus ar mouezhioù (da skouer: 16.2% e Roazhon 2 , 28.1% e IUT Lannuon)

Evit departamantoù Penn-ar-Bed / Morbihan 6.25% eus ar mouezhioù (da skouer: 23.5% e Lise ar Groaz-Ruz e Brest).

Palioù ar stourm kaset da benn gant an SLB Skol-Veur:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit al lojeiz e stourmo ganeoc'h SLB :

- Evit ma vefe savet muioc'h a lojamantoù skol-veur (cité U) hag e vefe renevezet ar re gozh,

- Evit ma vefe roet al locapass d'an holl,

- Evit ma vefe stanket ar feurmoù,

- Evit ma vefe kresket an APL.


Evit ar yalc'hadoù :

- Evit ma vefent kresket dre vras,

- Evit ma vefe diskennet ar skeul evit gallet tapout anezhe,

- Evit ma vefe roet ar yalc'hadoù e-pad 12 miz ha n'eo ket e-pad 9 miz, ha jedet anezhe hervez an diskleriadur bet graet d'an tailhoù ar bloavezh a-raok .


Evit an treuzdougen :

- Evit ma vefe roet da bep lisead ha pep studier, gant ma vo kinniget gante o c'hartenn studi, un distaol evit ar c'hirri boutin hag an trenioù TER etre 50% ha 75% deus ar priz normal. SLB Skol-veur ‘zo bet ar sindikad nemetañ o kabaliñ war ar poent-mañ.


Evit buhez sevenadurel ar studierien:

- Evit ma vefe ur vuhez sevenadurel tost eus an holl, digor war ar bed (trawalc'h eus an distaolioù evit mont d'an opera e Roazhon !),

- Evit ma vefe tu d'an holl deskiñ sevenadur Breizh, goulennomp e vefe krouet ur “chekenn sevenadur” a-benn mont da zeskiñ Brezhoneg,

- Stourmomp evit ma vefe Brezhoneg war wel e pep lec'h e skolioù-meur ar vro (pretier, annezoù, lec'h studi...) hag evit ma vefe tu d'ober e studioù penn da benn e Brezhoneg.


Evit ar pretier :

- Ret eo d'ar pretier zo er skolioù-meur hag e skolioù ar vro implij ar pezh zo produet er vro ha ledannat ar c'hinnig a voed disheñvel evit ar re a gar (bio, ...).


Evit ar studierien Estren :

- Pep studier ne vern peseurt keodedelezh a vefe gantañ pe ganti a dle kaout ar gwir da studial er vro en un doare dereat, da labourat, da dapout ar yalc'hadoù hag al lojeiz evel ar studierien deus Breizh.


Evit an demokratelezh e Breizh hag er c'h/CROUS :

- Evit ma vefe ar c'hCROUS tostoc'h eus an dud ha demokrateloc'h evit m'emañ bremañ, lakaomp er maez ar 6 den anvet gant ar prefed (anvet en gant Pariz !), ha stourmomp evit ma vefe adstaget al Lliger-Atlantel eus ar peurrest eus Breizh, e bed an deskadurezh uhel ivez...

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]