Mont d’an endalc’had

Enepfaskouriezh

Eus Wikipedia
enepfaskouriezh
luskad politikel
Arvezanti-authoritarianism Kemmañ
Pleustret gantenepfaskour Kemmañ
A-enepfaskouriezh Kemmañ
Enebet ouzhfaskouriezh Kemmañ

An enepfaskouriezh eo anv un ideologiezh politikel enebet ouzh an ideologiezhoù, an aozadurioù hag an hiniennoù faskour. Ganet eo an ideologiezh-se er bloavezhioù 1920 e broioù Europa, en e barr e oa bet dres a-raok ma vije tarzhet an Eil Brezel-bed, pa oa enebet nerzhioù an Ahel ouzh broioù lies, a oa deuet da vezañ ar Gevredidi hag ouzh luskadoù hag aozadurioù rezistañs dre ar bed. An enepfaskouriezh a zo bet un dalvoudegezh o treuziñ an holl strolladoù politkel ha gant selloù ha doareoù d'ober liesseurt: anarkour, komunour, peoc'hgarour, republikan, demokrat sokial, sokialour ha sindikalour kement ha kreiz politikel, mirour, fankizour ha betek broadelour.

Ar faskouriezh, un ideologiezh politikel eus an Tu dehoù pellañ, dreist broadelour, brudet evit bezañ bet diazez en Italia faskour hag en Alamagn Nazi, a oa kroget da zont war-wel e fin ar bloavezhioù 1910. Aozadurioù enepfaskour a oa kroget da ziwan er bloavezhioù 1920 evit enebiñ ouzh an ideologiezh nevez-se. Ar faskouriezh a oa deuet da vezañ ideologiezh ar Stad Italian e 1922 hag en Alamagn e 1933, o reiñ nerzh da obererezhioù enepfaskour, evel ar Rezistañs alaman d'an naziegezh hag ar strolladoù Rezistañs italian. An enepfaskouriezh a oa bet diazez e-kerzh Brezel Spagn, ar pezh a vo rakskeudenn eus an Eil Brezel-bed.