Mont d’an endalc’had

Dominig Jolivet ar C'hlec'h

Eus Wikipedia
Dominig Jolivet ar C'hlec'h.
Anv ofisiel Dominique Jolivet
Obererezh Skolaer, Kelenner, Kaner, Sindikadour.
Ganedigezh 1963
Yezh skrivañ Brezhoneg
Enorioù Dediet lid prizioù dazont ar brezhoneg 2024.
Oberennoù pennañ
Bec'h dei!
Traoù ouzhpenn
Anv

Meur a stumm a vez kavet d'e anv-familh

  • Jolivet, Jolived pe c'hoazh Jolivet ar C'hlec'h.

Engouestloù

Strolladoù politikel darempredet gantañ:

Sindikad darempredet gantañ:

Dominig Jolivet ar C'hlec'h, pe Dominig Jolived, lesanvet « Dom Jo », ganet e 1963 hag aet da Anaon d'an 13 a viz Genver 2024 [1], zo bet skolaer ha kelenner skolaj ha lise er rouedad skolioù kevredigezhel Diwan [2].

Ganet oa bet er Gelveneg. Desket en doa brezhoneg gant e familh hag o komz gant e dad-kozh ha na ouie ket ar galleg.

Buhez vicherel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Danvez-skolaer e oa Dominig adalek ar bloavezhioù 1980 e Kommanna, Roazhon, Tregon, Sant Brieg, Plijidi, Karaez, Kemper.

Engouestloù politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemeret en deus perzh er strollad politikel Emgann. Kengrouet en deus Sindikad Labourerien Breizh e 2001. E-pad pell eo bet pennsekretour ar sindikad-mañ.[3]

Dominig Jolived a oa un den a-gleiz. Tost e oa ouzh ar mennozhioù ekologour dre ma save a-enep da Aerborzh Kernitron-al-Lann[4]. Engouestlet-tre e oa er stourm enepfaskour[5].

Marvet eo Dominig Jolived 13 a viz Genver 2024 d'an oad a 60 vloaz. Bet en doa bet ur gwallzarvoud gwazhioù empenn e miz Kerzu 2023. Kroget e oa lid e obidoù dirak muioc’h evit 1500 den e CLC ar Gelveneg d'an 20 a viz Genver 2024, gant un ton pib-ilin sonet gant Konogan an Habask[6]. D'an 13 a viz Ebrel 2024 e oa bet dalc'het ur fest-noz er Skolaj Diwan Jakez Riou e Kemper evit enoriñ deiz-ha-bloaz e c'hanedigezh.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]