Dimeziñ heñvelrevel
E 2023, 34 Stad er bed o devoa degemeret an dimeziñ etre tud gante an hevelep rev[1],[2].
Roll ar Stadoù o deus aotreet an dimezioù heñvelrevel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Azia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Okeania
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roll ar Stadoù o deus anzavet an dimezioù heñvelrevel a zo bet lidet e lec'h all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Munudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Azia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Nepal ez eus bet embannet un urzh d’ar gouarnamant gant al Lez-Uhelañ evit ma vefe aotreet d’an holl dimeziñ, met n’eo ket bet lakaet e pleustr c’hoazh[3].
Europa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bro-C'hall
Ul lezenn zo bet mouezhiet e Breujoù Bro-C'hall e miz C'hwevrer 2013 hag a ro ar gwir da zimeziñ d'an heñvelrevidi[4].
- Rouantelezh-Unanet
E Bro-Saoz e oa bet votet an Nullity of Marriage Act ("Akta nullentez an dimez") e 1971, a embanne fraezh n'eus ket a zimeziñ pa vez tud eus ar memes reizh. E 2004 avat e oa bet votet ar Civil partnerships in the United Kingdom ("Kevread keodedel ar Rouantelezh-Unanet") o reiñ da goubladoù heñvelreviat an hevelep deverioù ha gwirioù dimeziñ hag anar c'houbladoù aralreviat met dindan un anv disheñvel diouzh "priedelezh". E 2014 e oa bet degemeret da vat an dimeziñ etre paotred pe etre maouezed, e Bro-Saoz, e Kembre hag e Bro-Skos.
En SUA, abaoe an diferad Obergefell vs. Hodges (26 a viz Even 2015) ha diferad Lez-veur SUA ez eo lezennel an dimeziñ heñvelreviad en holl Stadoù ar C'hevread.
Kent an diferadoù-se e oa anzavet en un doare reizhus an dimeziñ heñvelreviad gant 37 Stad diwar 50. Stad Massachusetts eo an hini gentañ a anzavas gwir an heñvelrevidi da zimeziñ, dindan an anv "priedelezh" (marriage e saozneg), bet votet e 2003 ha lakaet e pleustr e 2004.
D'ar 26 a viz Mae 2020 e tegemeras Costa Rica an dimeziñ etre heñvelrevidi. Bro gentañ Kreizamerika e voe oc'h ober kement-se.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) 'Marriage Equality Around the World'. Human Rights Campaign (2023).
- ↑ (en) 'Same-Sex Marriage Around the World'. Pew Research Center. Kavet : 21 Even 24.
- ↑ (en) 'Nepal gay marriage 'victory' hits legal roadblock'. BBC Nepal (Eost 2023). Kavet : 21 Even 24.
- ↑ (fr) 'Loi n° 2013-404 du 17 mai 2013 ouvrant le mariage aux couples de personnes de même sexe @Légifrance'. Kavet : 21 Even 24.