Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Dimeziñ heñvelrevel

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Moarvat da vezañ adanvet dimezioù heñvelreizh. Benoni (Kaozeadenn) 12 Eos 2007 da 15:52 (UTC)[respont]

Dimezioù heñvelreizh pe heñvelreviat hervez kinnig an Ofis? --Arko 9 Gen 2010 da 09:44 (UTC)[respont]
N'eus ket un trede ger : heñvelgarour? N'eo ket sklaer an afer-mañ. Ret vefe dibab ur ger ur wech da vat ;) --Arko 9 Gen 2010 da 09:47 (UTC)[respont]

Hervez ar yezhadur, un heñvelgarour, evel ul livour, zo ur paotr. An titl Dimezioù etre paotred pe etre maouezed zo bet lakaet peogwir e oa komprenet gant an holl. Evit kemmañ, keit ma n'eus fazi ebet, e vo ret kaout kenemglev, hervez reolennoù ar wikipedia. Bianchi-Bihan 9 Gen 2010 da 10:59 (UTC)[respont]
Dimezioù etre paotred pe etre merc'hed /Dimezioù etre gwazed pe etre maouezed--90.32.119.12 26 Gou 2019 da 12:14 (UTC)[respont]
Lakaet e oa bet ar gaoz, pell zo, war titl ar pennad-mañ. Gwelet a ran eo bet kemmet, ha lakaet ur c'hinnig all ha ne oa ket bet graet er bajenn-mañ, gant un abeg a gavan souezhus : Titl skrivet fall. Din-me e oa skrivet mat. Abeg a c'halled kavout en titl kent, met sur on e oa skrivet mat ha sur on ivez e veze komprenet gant an holl vrezhonegerien. --Llydawr (kaozeal) 26 Mez 2024 da 19:29 (UTC)[respont]
Ne oa fazi skritur ebet en titl kent, met ne glote ket gant an doare da envel ur pennad Wikipedia.
Da gentañ, ar pezh a gaver er pennad n'eo ket ur roll dimezioù, met displegadurioù a-zivout an dimeziñ. Neuze n'eus ket da ober gant dimezioù met gant dimeziñ. Ar pennad Priedelezh, hag an adkas Dimeziñ, n'int ket anvet Priedelezhioù na Dimezioù, hag un dra vat eo.
Da eil ez eus kaoz eus koubladoù eus ar seurt deskrivet er pennad Heñvelrevelezh, anv-gwan: heñvelrevel. Ma n'eo ket mat ar ger-mañ, ne chom nemet advenvel ar pennad-se Darempredoù etre daou baotr pe div blac'h, ma ne zeuer ket a-benn da gavout un titl falloc'h c'hoazh. N'ouzon ket ha komprenus e oa ar ger-mañ e 2007, met hiziv emaomp e 2024. Huñvreüs (kaozeal) 27 Mez 2024 da 05:28 (UTC)[respont]