Llanilltud Fawr

Eus Wikipedia
Kreiz Llanilltud Fawr
Tornaod, e bae Tresillian, e Llanilltud Fawr

Llanilltud a zo ur gêr vihan e kreisteiz Kembre, e Morgannwg, war aod Mor Hafren. Saoznekaet eo bet an anv e Lantwit Major.

Orin hag istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv eus ar manac'h Illtud, aet da Ildud e brezhoneg, a voe savet ur manati gantañ eno, war-dro ar VIvet kantved. Ennañ e voe desket tud veur an Iliz katolik, tud deuet da vezañ, darn anezhe, sent veur Breizh, ha dreist-holl renerien an divroadeg etrezek Arvorig.

Desket e voe eno ar Vrezhoned-mañ:

Darn a zo aet betek ober eus ar manati-se "koshañ skol-veur ar bed".

Pa zegouezhas menec'h alese da Arvorig e voe roet gante anv o manati d'al lec'h ma oant degouezhet (gwelout Lannildud). Koulskoude ne greder ket e oa Illtud en o zouez.

Da welout eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskouezet e vez d'ar weladennerien:

Gevellet eo kêr gant ar Poulgwenn.

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Kêr Abaoe
Breizh ar Poulgwenn 1982

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.