Llancarfan
Llancarfan a zo anv ur gêriadenn hag ur gumuniezh er c'hornôg da Y Barri, demdost da Y Bont-faen, e Bro Morgannwg, e kreisteiz Kembre. Un davarn zo, hag un iliz, ma oa un abati kozh.
Abati
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eno e oa un abati diazezet gant sant Cadoc, pe Kadoù er VIvet kantved, ha brudet e oa an deskadurezh roet enni
Sant Cainnech (515/516 - 600)[1], Caradoc Llancarfan (XIIvet kantved) eo ar re vrudetañ skoliet eno.
Ac'hano moarvat ez ae Brezhoned an tolead da Vreizh, o treuziñ ar Mor Hafren, ha Domnonea gozh, ha goude Mor Breizh.
Er Grennamzer e oa stag an iliz ouzh abati Gloucester.
Murlivadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 2013 e voe dizoloet murlivadurioù eus ar XVvet kantved er manati. pembloavezh labour nevesaat a vo, betek 2018.
Tud brudet all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-touez an dud brudet all eus ar barrez eo ret menegiñ ar barzh Iolo Morganwg.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Llangan • Llansanwyr • Llanilltud Fawr • Llwyneliddon • Llyswyrny • Marcroes • Ogwr • Penarth • Pendeulwyn • Pen-llin • Pennon • Pen-marc •
Y Rhws • Sain Dunwyd • Saint Andras • Sain Nicolas • Saint-y-brid • Senghennydd • Y Sili • Silstwn • Southerndown • Trebefered • Trefflemin • Tregatwg • Tregolwyn • Tresimwn • Y Wig • Ystradowen