Caradoc Llancarfan

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Caradoc Llancarfan, pe Caradog o Lancarfan e kembraeg, a oa ur c'hloareg kembreat eus Llancarfan en XIIvet kantved. Sevel a reas div vuhez-sant en latin : hini sant Gweltaz ha hini Cadog.

Bevañ a rae en amzer Jafrez Menoe, oberour an Historia Regum Britanniae, ma lenner en dibenn anezhañ edo Caradoc o skrivañ an heuliad d'an oberenn, adal 689 betek e amzer. Krediñ a reer ez eus anv neuze eus Brut y Tywysogion, petra bennak ma n'eo ket meneget Caradog evel an oberour war an dornskridoù.