Degemenn : diforc'h etre ar stummoù
Disteurel kemmoù 879874 a-berzh Bianchi-Bihan (kaozeal) N'eo ket bet embannet gant Preder |
D Anoñsiasion adkaset da Degemenn |
(Disheñvelder ebet)
|
Stumm eus an 13 Gen 2011 da 02:43
An Anoñsiasion[1] ([ˌaˑnõˌsiˑaˈsiːõn]), pe ar C'heloù Mat [2], pe an Degemenn[3], pe an Eogeliad[4], eo ar c'hemenn graet gant an arc'hael Gabriel, lesanvet kannad ar C'heloù mat hervez Buhez ar Sent [5] pe ael ar c'heloù mat [6], d'ar Werc'hez Vari da lavarout dezhi e oa da vezañ mamm.
Gouel
Lidet e vez an darvoud en Iliz katolik d'ar 25 a viz Meurzh, gant Gouel ar C'heloù Mat[7] pe Gouel Maria Veurzh[8].
Liderezh
Ur bedenn a zo diazezet war an Anoñsiasion, an Añjeluz. An Anoñsiasion a zo unan eus ar pemp mister joaius a vez prederiet warno gant ar re a lavar o chapeled d'al Lun ha d'ar Sadorn.
Daveennoù
- ↑ «Annonciation ar verc'hes glorius Vari», Buez ar Sænt gant Reflexionou spirituel, bloaziad: ?
- ↑ E Buhez ar Sent, 1912, pajennoù 209 ha 225.
- ↑ «An Arc'hael Gabriel o tegemenn ganedigezh Jezuz», Ar Pevar Aviel, Al Liamm, 1969, p. 136.
- ↑ Goueler Kelt, Tad Turiaw, 1991, p. 24
- ↑ Buhez ar Sent, 1912, pajenn 209.
- ↑ El a(r) c'helou mat a lavaras d'ezi.... Buhez ar Sent, 1912, pajenn 225.
- ↑ Buhez ar Sent, 1912, pajenn 225.
- ↑ «Gouel Maria Veurs», Buez ar Zent great gant an aotrou Marigo, nevezet evit an eil guech gant an aotrou Madec, 1927, p. 191.