Magnus Clemens Maximus : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 56: Linenn 56:
Hervez '''[[Historia regum Britanniae]]'' gant [[Jafrez Menoe]] (diazezet war mojennoù kembraek ha saoznek), e oa deuet Maximus da vout [[Roue ar Vretoned]] goude marv [[Octavius]], hag e oa niz d'ar roue [[Coel Hen]] dre e vreur Ioelinus. Kement-se zo diaes da grediñ: ganet e oa Maximus war-dro 335, ha marvet Coel Hen e 440<br />
Hervez '''[[Historia regum Britanniae]]'' gant [[Jafrez Menoe]] (diazezet war mojennoù kembraek ha saoznek), e oa deuet Maximus da vout [[Roue ar Vretoned]] goude marv [[Octavius]], hag e oa niz d'ar roue [[Coel Hen]] dre e vreur Ioelinus. Kement-se zo diaes da grediñ: ganet e oa Maximus war-dro 335, ha marvet Coel Hen e 440<br />


Hervez mojennoù ar ''[[Mabinogi]]'', ha dreist-holl ''[[Breuddwyd Macsen]]'' (''Hunvre Macsen''), e timezas Maximus da Elen Luyddog, merc'h da unan eus pennoù ''Segontium'' (a zo [[Caernarfon]] kiziv; {{en}} [[:en:Segontium|Fort de Segontium]]).
Hervez mojennoù ar ''[[Mabinogi]]'', ha dreist-holl ''[[Hunvre Macsen|Breuddwyd Macsen]]'' (''Hunvre Macsen''), e timezas Maximus da Elen Luyddog, merc'h da unan eus pennoù ''Segontium'' (a zo [[Caernarfon]] kiziv; {{en}} [[:en:Segontium|Fort de Segontium]]).
<!--
<!--
Cela concorde avec l'histoire de Geoffroy qui raconte qu'Octavius, roi des Bretons, voulait marier sa fille à un puissant mi-breton mi-romain et ainsi transmettre le royaume de Bretagne en dot à son mari.
Cela concorde avec l'histoire de Geoffroy qui raconte qu'Octavius, roi des Bretons, voulait marier sa fille à un puissant mi-breton mi-romain et ainsi transmettre le royaume de Bretagne en dot à son mari.

Stumm eus an 10 Her 2010 da 08:53

Magnus Maximus.

Magnus Clemens Maximus Augustus, pe Maximuspe Maximianus, (335? – 28 a viz Eost 388), anavezet e Bro-Gembre evel Macsen Wledig, a oa ur jeneral roman e Kembre.

Lakaet e oa bet da impalaer an Impalaeriezh roman ar C'hornôg gant e armeoù eus 383 betek an 31 a viz Eost 384. Goude se e teuas da vezañ kenimpalaer hervez reizh en Impalaeriezh roman ar c'hornôg betek e varv e 388, pa voe lazhet war urzh an impalaer Teodosius I.

E vuhez

Magnus Clemens Maximus a oa genidik eus Bro-Spagn, sur a-walc'h eus trowardroioù Valladolid.

En Enez Vreizh

Dont a reas da vezañ jeneral an arme roman e Proviñs Britannia, en Enez Vreizh (pe Preden), Breizh-Veur hiziv. Dimeziñ a reas da Elena e Seguntium (Caernarfon), a vije bet merc'h d'ur penn brezhon.

Anvet e vije bet da roue ar Vrezhoned hervez ar vojenn. Un mab anvet Flavius Victor en dije bet.

Pa guitaas Breizh-Veur en dije fiziet e rouantelezh e Caradocus .

E Galia

Anvet e oa bet da impalaer gant e arme e Breizh e 383. Treuziñ a reas Mor Breizh en nevezamzer. Trec'h e oa bet war an impalaer Gratianus e-kichen Pariz, hag hemañ a voe tapet ha lazhet e Lugdunum (Lyon hiziv) d'ar 25 a viz Eost 383.

Mestr e oa Maximus war Galia , ma voe anavezet evel impalaer ar C'hornôg hag augustus (dies imperii) gant impalaer ar Reter Teodosius I d'an 31 a viz Eost 384, da-geñver un emgav e Beroae, en hanternoz da Vro-Drakia . En Augusta Treverorum (Trier) en Galia e tiazezas e gêr-benn.

Erru mat e oa d'an dud, heskinañ a reas an disivouderien. Lakaat a reas lazhañ an disivouder Priscillianus ha reiñ harp d'ar gristeniezh reizhkredennek.

Tri impaler a oa neuze:


E 387 e voe trec'h Maximus war Valentinian II, ha kemer a reas Roma hag Italia a-bezh.

Aet e oa Maximus d'ober brezel da Valentinian II ha da Teodosius I, e 387. Kemer a reas Roma hag Italia penn-da-benn. Valentinian a eas da repuiñ da-gichen Teodosius I, impalaer roman ar reter, a savas a-du gantañ.

Daou enebour

Neuze en em glevas Teodosius ha Valentinian d'ober brezel a-enep Maximus o-daou en hañvezh 388.
Trec'het e voe Maximus en emgann ar Save, a-hed ar stêr Save, adstêr d'an Danau, nepell diouzh Emona) ha tec'hel da-vetek Aquilonia, ha dibennet d'an 28 a viz Eost 388.

Victor a voe lazhet neubeut amzer goude en Augusta Treverorum.


Mojennoù

Hervez 'Historia regum Britanniae gant Jafrez Menoe (diazezet war mojennoù kembraek ha saoznek), e oa deuet Maximus da vout Roue ar Vretoned goude marv Octavius, hag e oa niz d'ar roue Coel Hen dre e vreur Ioelinus. Kement-se zo diaes da grediñ: ganet e oa Maximus war-dro 335, ha marvet Coel Hen e 440

Hervez mojennoù ar Mabinogi, ha dreist-holl Breuddwyd Macsen (Hunvre Macsen), e timezas Maximus da Elen Luyddog, merc'h da unan eus pennoù Segontium (a zo Caernarfon kiziv; (en) Fort de Segontium).

Pennad kar