Frañsez III (dug Breizh) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 10: Linenn 10:


==Dug Breizh==
==Dug Breizh==
E [[1532]] e voe kurunennet Frañsez evel dug Breizh e [[Roazhon]] gant an [[eskob]] [[Eozen Maeeuc]], nemet ne renas ket abalamour ma oa dalc'het an dugelezh gant e dad.
D'ar 14 a viz Eost [[1532]] e voe kurunennet Frañsez evel dug Breizh e [[Roazhon]] gant an [[eskob]] [[Eozen Maeeuc]], nemet ne renas ket abalamour ma oa dalc'het an dugelezh gant e dad.



==Marv==
==Marv==

Stumm eus an 12 Meu 2009 da 17:22

Frañsez III en bugel
Ardamezioù Frañsez III, dug Breizh
Herri, daofin Bro-C'hall ha dug Breizh war-lerc'h marv e vreur Frañsez, livet gant Corneille de Lyon.

Frañsez Bro-C'hall, ganet e 1517 e kastell Amboise ha marvet e Lyon e 1536, a oa mab henañ Frañsez Kentañ, roue Bro-C'hall, ha Klaoda Bro-C'hall, merc'h henañ Anna Breizh ha dugez Breizh a-berzh he mamm. Daofin Bro-C'hall e oa eta, ha dug Breizh dindan an anv a Frañsez III.

Daofin Bro-C'hall a voe anvet hêr ar roue gall e 1518. Dugelezh Breizh a zegouezhas dezhañ pa varvas e vamm e 1524.

Spagn

E 1525 e voe kollet emgann Pavia gant e dad, a gouezhas etre krabanoù e enebour bras Karl V, impalaer Aostria ha roue Spagn. Evit bezañ dieubet e rankas ar roue gall fiziout e zaou vab Frañsez ha Herri en e enebour. Pevar bloaz e chomas an daou vreur prizoniet e Spagn e-lec'h o zad, eus 1526 da 1530. Eus eno, a lavarer, e teuas gantañ ar c'hiz da wiskañ dilhad du.

Dug Breizh

D'ar 14 a viz Eost 1532 e voe kurunennet Frañsez evel dug Breizh e Roazhon gant an eskob Eozen Maeeuc, nemet ne renas ket abalamour ma oa dalc'het an dugelezh gant e dad.

Marv

Mervel a eure Frañsez III e 1536 e Lyon, unnek vloaz a-raok e dad. 19 vloaz e oa, dizimez ha divugel. Kredet e voe e oa bet kontammet. Hiziv e soñjer e varvas gant an droug-skevent, tapet e karc'har Madrid.


E vreur Herri eo a voe roue Bro-C'hall ha dug Breizh war e lerc'h. Hervez an istorourien e voe ur c'holl bras, dre ma hañvale bezañ ampartoc'h eget e vreur d'ober ar vicher.