Yeodi : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 24: Linenn 24:
Restr:Pommerit-Jaudy. Pontrod. 367.jpg|
Restr:Pommerit-Jaudy. Pontrod. 367.jpg|
Troguéry. Sainte Anne. Cadastre ancien.jpg|Trogeri. Sante-Anna. Kadastr kozh.
Troguéry. Sainte Anne. Cadastre ancien.jpg|Trogeri. Sante-Anna. Kadastr kozh.
Troguéry - Trogeri. Grève sainte Anne Jaudy 2.jpg||[[Trogeri]]. Aod Santez-Anna. En tu all : Ar Vinic'hi. En pell : pont Kanada, etre Landreger ha Tredarzeg.
Troguéry - Trogeri. Grève sainte Anne Jaudy 2.jpg|[[Trogeri]]. Aod Santez-Anna. En tu all : Ar Vinic'hi. En pell : pont Kanada, etre Landreger ha Tredarzeg.
Tréguier - Les bords du Jaudy au Minihy - LL34.jpg|Ar Vinic'hi gwelet eus Tredarzeg.
Tréguier - Les bords du Jaudy au Minihy - LL34.jpg|Ar Vinic'hi gwelet eus Tredarzeg.
Vue sur Tréguier et le Jaudy.jpg|Landreger gwelet eus Tredarzeg.
Vue sur Tréguier et le Jaudy.jpg|Landreger gwelet eus Tredarzeg.

Stumm eus an 15 Ebr 2020 da 14:53

Yeodi
Ar pont dreist d'ar Yeodi, etre Tredarzeg ha Landreger
Statud stêr
Hirder 47,8 km
Uhelder an eienenn ? m
Kas keitat ? m³/s
Gorread an diazad 388 km²
Bro(ioù) douret Treger
Diazad stêrioù
?
En em daol e Gindi e Landreger
Ledander er genoù ?
Andon "Penn-Yeodi" e Louergad
Adstêrioù ?

Ar Yeodi[1] (Jaudy e galleg) zo ur stêr, pe rinier, eus Treger (Breizh) hag a red dre Vro-Dreger etre Menez Bre ha Mor Breizh. 47,8 km hed zo dezhi.

Red

Eieniñ a ra e "Penn-Yeodi", e Louergad, e-harz ar Menez Bre.
Tremen a ra dre Treglañviz, Pederneg, Sant-Laorañs, Brelidi, Peurid-ar-Roc'h, ar Roc'h-Derrien, e-lec'h ma krog an aber, Ar Vinic'hi, Trogeri, Pouldouran, a-raok erruout e Landreger ma’n em vesk gant ar Gindi en un aber eus ar re vravañ. Reiñ a ra e anv da Beurid-ar-Roc'h, e galleg Pommerit-Jaudy ; d'ar Roc'h-Derien, gwechall-gozh ul lodenn eus Peurid : ar Roc'h-Yeodi.

Adstêrioù

Saotradur

  • E miz Ebrel 2017 e kouezhas moger ur c'hraou-moc'h e Pederneg, ma redas meur a donellad dour-teil d'ar wazh Run an Spern en em daol er Yeodi[2].

Pennadoù kar

Fazioù diwar benn ar Yeodi

  • Jean-Baptiste Ogée a skrivas en Dictionnaire, historique et géographique de la province de Bretagne (1780), p. 29 : "Le Jaudy, rivière qui a sa source en Tréglamus et Louargat ..."
  • Adolphe Joanne (Département des Côtes du Nord. Hachette. 1878) en eus skrivet, p. 12 : "Le Jaudy a près de 50 km; il naît au Chap, dans les collines de Gurunhuel (305 mètres) ...". Al lec'h anveet ar Chap (le Cap war gartenn IGN) en em gav war gumunn Benac'h, war lez kreisteiz Koad an Noz, ha war bevenn gant Plougonveur. Ar wazh e-kichenn a ya da gaout al Leger.
  • Ernest ar Barzig (La Roche-Derrien et ses environs. Simon. Rennes. c. 1955), en eus skrivet, p. 59 : "Le Jaudy prend sa source dans la commune de Gurunhuel, à plus de 230 m., au pied d'un "menez" de 305 m. d'altitude".

Notennoù ha daveennoù