Jederez : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[Restr:Casio calculator JS-20WK in 201901 002.jpg|thumb|upright|Ur jederez godell elektronek gant ur [[skramm strinkennoù liñvel]] (LCD) hag a c'hall ober jedadurioù]]
[[Restr:Casio calculator JS-20WK in 201901 002.jpg|thumb|upright|Ur jederez godell elektronek gant ur [[skramm strinkennoù liñvel]] (LCD) hag a c'hall ober jedadurioù]]
Ur '''jederez''' a zo un ijinenn hezoug [[elektronek]] evit eeunaat ha suraat ar jediñ, eus ar jedadennoù [[niveroniezh|niveroniel]] eeun betek ar [[jedoniezh]] gemplez. Krouet e voe an hini gentañ e deroù ar bloavezhioù 1960, ha war he lerc'h e teuas war wel ar jederezioù godell er bloavezhioù 1970 goude bezañ dispaket ar [[mikroprosesor]] Intel 4004 gant [[Intel]] evit ar gompagnunezh japanat Busicom. Gant ar [[krug elektronek|grug elektronek]] e teujont da vezañ bihanoc'h o ment ha dereatoc'h o friz.
Ur '''jederez''' zo un ijinenn hezoug [[elektronek]] evit eeunaat ha suraat ar jediñ, eus ar jedadennoù [[niveroniezh|niveroniel]] eeun betek ar [[jedoniezh]] kemplezh. Krouet e voe an hini gentañ e deroù ar bloavezhioù 1960, ha war he lerc'h e teuas war wel ar jederezioù godell er bloavezhioù 1970 goude bezañ dispaket ar [[mikroprosesor]] Intel 4004 gant [[Intel]] evit ar gompagnunezh japanat Busicom. Gant ar [[krug elektronek|grug elektronek]] e teujont da vezañ bihanoc'h o ment ha dereatoc'h o friz.


Ar jederezioù bremañ a ya eus jederezigoù marc'hadmat kenañ, mentek evel ur gartenn-vank, betek ar jederezioù solut evit ar burev pe al labour skiantel hag a c'hall ober jedadennoù [[trigonometriezh]] ha [[stadegouriezh]]. Un benveg boas d'ar skolidi hag ar studierien eo.
Ar jederezioù bremañ a ya eus jederezigoù marc'hadmat kenañ, mentek evel ur gartenn-vank, betek ar jederezioù solut evit ar burev pe al labour skiantel hag a c'hall ober jedadennoù [[trigonometriezh]] ha [[stadegouriezh]]. Un benveg boas eo evit ar skolidi hag ar studierien.


Gant binvioù all e vez [[program]]où jediñ etreoberiat, evel ar PDA, ar pellgomzoù hezoug ha [[Reizhiad korvoiñ|reizhiadoù korvoiñ]] an urzhiaterioù abaoe an [[UNIX]] kentañ.
Gant binvioù all e vez [[program]]où jediñ etreoberiat, evel ar PDA, ar pellgomzoù hezoug ha [[Reizhiad korvoiñ|reizhiadoù korvoiñ]] an urzhiaterioù abaoe an [[UNIX]] kentañ.


== Istor ar binvioù jediñ araok ar jederezioù ==
== Istor ar binvioù jediñ araok ar jederezioù ==
Ar jederezioù n'int ket [[mekanik]]où met [[ardivink]]où. Ne ziskennont ket diouzh an ijinennoù jediñ mekanikel eta, diouzh an urzhiaterioù kentañ ne lavaran ket<ref>Ober a reont o jedadurioù gant ar [[reizhiad daouredel]].</ref>. Kemer a rejont o flas pa voe aet war-raok ar munudikaat, er bloavezhioù 1970. Dedennus eo gwelout peseurt binvioù a voe ijinet gant diaraogerien ar jederezioù elektronek avat.
Ar jederezioù n'int ket [[mekanik]]où met [[ardivink]]où. Ne ziskennont ket diouzh an ijinennoù jediñ mekanikel eta, diouzh an urzhiaterioù kentañ ne lavaran ket<ref>Ober a reont o jedadurioù gant ar [[reizhiad daouredel]].</ref>. Kemer a rejont o flas pa voe aet ar munudikaat war-raok, er bloavezhioù 1970. Dedennus eo gwelout peseurt binvioù a voe ijinet gant diaraogerien ar jederezioù elektronek avat.


Benveg kentañ ar jediñ eo ar [[boulaoueg|voulaoueg]] implijet gant ar [[Sumer]]idi hag an [[Henegipt|Egipsianed gozh]] araok 2000 kent JK. En [[Azginivelezh]] e 1642 e voe krouet ar jederez vekanikel kentañ gant [[Wilhelm Schickard]] ha un nebeut dekvloavezhiadoù goude gant [[Blaise Pascal]]. Gallout a rae ober ar peder oberadenn diazez<ref>[[Sammadur]], [[lamadur]], [[liesadur]] ha [[rannadur]].</ref>. War o lerc'h e voe ijinet ur jederez vekanikel all gant [[Gottfried Leibniz]] oc'h ijinennañ [[rod Leibniz]]. Eus an {{XIXvet}} kantved betek kreiz an {{XXvet}} kantved e voe gwellaet gwikefreoù a bep seurt.
Benveg kentañ ar jediñ eo ar [[boulaoueg|voulaoueg]] implijet gant ar [[Sumer]]idi hag an [[Henegipt|Egipsianed kozh]] a-raok 2000 kent JK. En [[Azginivelezh]] e 1642 e voe krouet ar jederez vekanikel kentañ gant [[Wilhelm Schickard]] ha un nebeud dekvloavezhiadoù goude gant [[Blaise Pascal]]. Gallout a rae ober ar peder oberadenn diazez<ref>[[Sammadur]], [[lamadur]], [[liesadur]] ha [[rannadur]].</ref>. War o lerc'h e voe ijinet ur jederez vekanikel all gant [[Gottfried Leibniz]] oc'h ijinennañ [[rod Leibniz]]. Eus an {{XIXvet}} kantved betek kreiz an {{XXvet}} kantved e voe gwellaet gwikefreoù a bep seurt.


[[Restr:Curta1.png|right|thumb|Curta (1948)]]
[[Restr:Curta1.png|right|thumb|Curta (1948)]]

Stumm eus an 15 Ebr 2020 da 06:59

Ur jederez godell elektronek gant ur skramm strinkennoù liñvel (LCD) hag a c'hall ober jedadurioù

Ur jederez zo un ijinenn hezoug elektronek evit eeunaat ha suraat ar jediñ, eus ar jedadennoù niveroniel eeun betek ar jedoniezh kemplezh. Krouet e voe an hini gentañ e deroù ar bloavezhioù 1960, ha war he lerc'h e teuas war wel ar jederezioù godell er bloavezhioù 1970 goude bezañ dispaket ar mikroprosesor Intel 4004 gant Intel evit ar gompagnunezh japanat Busicom. Gant ar grug elektronek e teujont da vezañ bihanoc'h o ment ha dereatoc'h o friz.

Ar jederezioù bremañ a ya eus jederezigoù marc'hadmat kenañ, mentek evel ur gartenn-vank, betek ar jederezioù solut evit ar burev pe al labour skiantel hag a c'hall ober jedadennoù trigonometriezh ha stadegouriezh. Un benveg boas eo evit ar skolidi hag ar studierien.

Gant binvioù all e vez programoù jediñ etreoberiat, evel ar PDA, ar pellgomzoù hezoug ha reizhiadoù korvoiñ an urzhiaterioù abaoe an UNIX kentañ.

Istor ar binvioù jediñ araok ar jederezioù

Ar jederezioù n'int ket mekanikoù met ardivinkoù. Ne ziskennont ket diouzh an ijinennoù jediñ mekanikel eta, diouzh an urzhiaterioù kentañ ne lavaran ket[1]. Kemer a rejont o flas pa voe aet ar munudikaat war-raok, er bloavezhioù 1970. Dedennus eo gwelout peseurt binvioù a voe ijinet gant diaraogerien ar jederezioù elektronek avat.

Benveg kentañ ar jediñ eo ar voulaoueg implijet gant ar Sumeridi hag an Egipsianed kozh a-raok 2000 kent JK. En Azginivelezh e 1642 e voe krouet ar jederez vekanikel kentañ gant Wilhelm Schickard ha un nebeud dekvloavezhiadoù goude gant Blaise Pascal. Gallout a rae ober ar peder oberadenn diazez[2]. War o lerc'h e voe ijinet ur jederez vekanikel all gant Gottfried Leibniz oc'h ijinennañ rod Leibniz. Eus an XIXvet kantved betek kreiz an XXvet kantved e voe gwellaet gwikefreoù a bep seurt.

Curta (1948)

E 1948 e voe fardet ar gCurta, un ijinenn jediñ hezoug, ken aes da zornata hag ur pebrer ha gant ur zordnikell evel ur vilin-gafe. Gallout a rae ober ar peder oberadenn diazez hag ar wriziennoù karrez.

Adalek ar bloavezhioù 1970 e voe gwerzhet jederezioù a-leizh gant embregerezhioù evel Texas Instruments, Casio ha Hewlett-Packard.

Deskrivadur

Rannoù hag o c'hevatalioù e niveroù degel war skramm ur jederez skiantel

Un douchennaoueg o dez gant nozelennoù evit ar sifroù hag ar jedadennoù niveroniezhel. Lod anezho o deus nozelennoù "00" ha "000" da enankañ aes niveroù bras. Gant ar jederezioù diazez e klot pep nozelenn gant ur sifr pe un oberadenn hepken, gant re all e vez nozelennoù liesimplij alies.

Renkadur an nozelennoù

Sed amañ an nozelennoù boutin :

Renkadur boaz ur jederez godell diazez
MC MR M− M+
C ± %
7 8 9 ÷
4 5 6 ×
1 2 3
0 . = +
Nozelennoù ar jederez ha petra a dalvezont
MC or CM Diverkañ ar Memor (Memory Clear)
MR, RM, or MRC Derc'hel soñj (Memory Recall)
M− Memor Lamadur
M+ Memor Sammadur
C or AC Diverkañ (All Clear)
CE Diverkañ ar Moned (Clear (last) Entry)
± or CHS Cheñch an niver e muiel pe leiel (CHange Sign)
% Dregantad
÷ Rannadur
× Liesadur
Lamadur
+ Sammadur
. Dekrannenn
Gwrizienn garrez
= Disoc'h

Notennoù ha daveoù

  1. Ober a reont o jedadurioù gant ar reizhiad daouredel.
  2. Sammadur, lamadur, liesadur ha rannadur.
  3. Ganti e reer ar pevar oberadenn hag ar jedadennoù boutin (dregantad, gwrizienn garrez).