Gored : diforc'h etre ar stummoù
Linenn 28: | Linenn 28: | ||
===Lec'hanvioù kembraek=== |
===Lec'hanvioù kembraek=== |
||
* [[Ynys Gored Goch]] |
* [[Ynys Gored Goch]] |
||
* [[Gored Beuno]] |
|||
==Bro-C'hall== |
==Bro-C'hall== |
Stumm eus an 12 Eos 2019 da 12:59
Ur gored[1] zo ur seurt stankell, pe skluz-pesked, savet war an aod da dapout pesked, evel en ur c'havell bras pe un antell, hag a veze savet abaoe amzer ar Ragistor war an aodoù. Anavezet eo ar ger e lec'hanvadurezh Breizh koulz hag en hini Kembre.
Breizh
Kavet e vez goredoù kozh e Pradvael (Bro-Naoned), Santeg (Bro-Leon), ha meur a lec'h all.
Skouer Santeg
E Santeg ez eus bet kavet 34 anezho, darn eus ar Ragistor, re all eus ar Grennamzer. Anvioù zo a zo bet adkavet : Gored Levran, Gored Kamm, ar Gored kozh, Gorbont Pekud, Gorbont Enez Rouz, Gorbont ar Staol.
Lec'hanvioù all
- ar Gored, traezhenn e Plozeved
- Penn ar Gored, e Porspoder
- Roc'h ar Gored, e Briad, a vefe kentoc'h Roc'h ar Gorred
- ar C'horejou, e Plougerne
- ar Gored, e Ploueskad
- Penn ar Gored, e Porspoder
- Porzh ar Gored, e Perroz-Gireg
Kembre
Hervez mojenn Taliesin e oa bet lakaet war vor en ur c'havell gant e vamm, ha kavet en ur gored a oa da Gwyddno Garanhir war an aod etre ar stêr Dyfi hag Aberystwyth.
Goredoù a oa er Menai, evel en Ynys Gored Goch, pe hini Rhos Fynach ac'h eas en-dro betek ar brezel-bed kentañ.
Lec'hanvioù kembraek
Bro-C'hall
Kavet e vez goredoù en inizi Oléron, Ré ha Noirmoutier
Skeudennoù
-
E Danmark
-
En Izelvroioù, en Bergen op Zoom
-
E Kembre
-
En Enez Ré , e Sainte-Marie-de-Ré.
Notennoù
- ↑ Gored, anv gourel hervez Geriadur istorel ar brezhoneg ; benel e lec'hanvioù zo e Bro-Leon. Ar stumm "kored" a gaver ivez e lec'hiennoù. Gourel eo ar ger "cored" e kembraeg, peurliesañ, hervez a lenner e Geiriadur Prifysgol Cymru.