Glaoda ar Prad : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 37: Linenn 37:
[[Rummad:Skrivagnerien Breizh]]
[[Rummad:Skrivagnerien Breizh]]
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek]]
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek]]
[[Rummad:Troourien vrezhonek]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1875]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1875]]
[[Rummad:Marvioù 1926]]
[[Rummad:Marvioù 1926]]

Stumm eus an 12 Gou 2019 da 17:28

Poltred Glaoda ar Prad en Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan, 1907

Glaoda ar Prad, skrivet Klaoda 'r Prat gantañ e-unan, (Brest, 25 a viz Genver 1875 - Vern-d'Anjou, 13 a viz Ebrel 1926), lesanvet Barzh Plougastell, a oa ur c'helenner hag ur skrivagner brezhonek katolik.
Meur a anv-pluenn en doa : Pluenzir, Barz Ab Breiz, Barz Plougastell, Klaoda, Klaoda Gersadiou ha marteze Klaod Koz.

Buhez

Eus Plougastell e oa e dud, ha di ez ejont en-dro da chom pa oa 4 bloaz o mab. Eno, e Kerzadiou, e voe desavet. Mont a reas da vevel da skol al Likez e Kemper, met lakaet e voe war ar studi, ha kaset goude da zeskiñ ar vicher skolaer.

E-pad 23 bloaz e reas skol e Landivizio. Skol a reas evel-se da Jos-Pêr ar Braz (barzh Dirlemm) ha Fañch Elies (Abeozen).

E 1905, da 30 vloaz, e krogas da skrivañ brezhoneg, betek ma teuas ar Brezel-bed kentañ. Neuze e rankas mont d'an arme. E 1916 e timezas d'un Dregeriadez, Loeiza Charran. Goude ar brezel e voe teñzorer Feiz ha Breiz.

E 1924 ez eas da gelenn da Anjev. Eno e varvas daou vloaz goude. Beziet e voe e Kervaria-Sular, e Treger, bro e wreg.

Oberennoù

Skrivañ a reas kontadennoù, barzhonegoù, kantikoù, pezhioù-c'hoari ha pennadoù e-barzh Feiz ha Breiz.

Troidigezhioù

  • Ar Re-Wenn hag ar Re-C'hlaz, romant embannet e 38 rann war Ar Bobl, e 1906 ha 1907, niv. 88-128, troet diwar Les Contes de nos Pères[3], gant Paul Féval.

Notennoù ha daveoù

  1. An Teir C'had enlinenn e peurunvan
  2. Chomit er gêr ! enlinenn e peurunvan.
  3. skrid orin e galleg