Ramz : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 6: Linenn 6:


===Cawr===
===Cawr===
Meur a ramz a gaver ar ger ''cawr'' en o anv:
Meur a ramz a gaver ar ger ''cawr'' (''cewri'' el liester) en o anv:
; ramzed
*[[Idris Gawr]] , e [[Cader Idris]]
*[[Rhita Gawr]], er [[Wyddfa]], en [[Eryri]] hag en [[Aran Benllyn]] e [[Meirionnydd]].
*[[Ysbaddaden Bencawr]], tad [[Olwen]] er [[Mabinogi]];
; lec'hioù
*'Barclodiad y Gawres'


===E [[Kontadennoù ar Bobl]]===
===E [[Kontadennoù ar Bobl]]===

Stumm eus an 6 Mae 2018 da 13:45

Ar ramz Gargantua o tebriñ saladenn ha tud enni
Skeudenn gant Gustave Doré (1832–1883)

Ar Ramzed, pe Kaoured, zo tud bras-bras e mojennoù meur a vro.

Cawr ha Kaour

E mojennoù Breizh n'eo ket stank ar ger kaour, a c'hallfe bezañ awenet gant an anv cawr, bev-mat en kembraeg, cowr en kerneveureg, cauaros en galianeg (Daveoù a vank).

Cawr

Meur a ramz a gaver ar ger cawr (cewri el liester) en o anv:

ramzed
lec'hioù
  • 'Barclodiad y Gawres'

E Kontadennoù ar Bobl

Implijet eo er gontadenn Ar priñs Aorel ha kaour Sant Jili, gant Fañch an Uhel, e levrenn gentañ Kontadennoù ar Bobl, embannet e 1984 (pajenn 43). Meneget eo an anv meur a wech e korf an ar gontadenn, dastumet e Pluned e 1871.

N'eo ket meneget ar ger e Geriadur Vallée avat.

Un notenn zo e p. 60: Kaour: kawr (SO). N'emañ ket ar ger-mañ e geriadur Roparzh (sic) Hemon. Bet eo bet ennañ ha skarzhet goude. Talvezout a ra kement ha "gouron, haroz". Koulskoude, n'eo ket ar ster -se a lenner e Geriadur Ménard, e 2012, ma talvezfe kement ha ramz.

Hellaz

Brezel a reas ar Ramzed ouzh an Doueed e mojennoù Hellaz kozh.

Bibl

Goliat zo ur ramz er Bibl, lazhet gant David.

Rabelais

Daou romant en deus skrivet ar Gall François Rabelais diwar-benn daou ramz, an tad Gargantua (mab d'ar ramz Grangousier), hag ar mab Pantagruel.


Grimm

E kontadennoù Grimm e kaver ramzed

Fañch an Uhel

E Kontadennoù ar Bobl, gant Fañch an Uhel, ez eus un toullad anezho, ha jeanted a vez graet anezho.

  1. Ar berenn he fer aour ... , levrenn 1, p. 15
  2. Ar priñs Aorel ha Kaour Sant Jili, levrenn 1, p. 43. Un notenn zo, er bajenn 60, ma lenner: "Kaour : kawr (skrid orin). N'emañ mui ar ger-mañ e geriadur Roparz Hemon. Bet eo bet ennañ ha skarzhet goude. Talvezout a ra kement ha: "gouron, haroz". Notenn savet gant Martial Ménard war a seblant.
  3. Ar jeant Kolevran, p. 93
  4. Yann e vazh-houarn hag an tri jeant , p. 289
  • ha re all marteze.

Kontadennoù all


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger ramz er
wikeriadur, ar geriadur frank.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger kaour er
wikeriadur, ar geriadur frank.