Faidra : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9: Linenn 9:
== Lennegezh ==
== Lennegezh ==
Kontet eo bet an istor gant [[Euripides]], en un doare un tamm disheñvel en e bezh ''[[Hippolytos a zoug ar gurunenn]]''.<br>
Kontet eo bet an istor gant [[Euripides]], en un doare un tamm disheñvel en e bezh ''[[Hippolytos a zoug ar gurunenn]]''.<br>
Awenet eo bet ivez [[Seneca]] hag ar Gall [[Jean Racine]] gant ar vojenn, ha betek an {{XXvet kantved}} e veze desket dre an eñvor gwerzennoù gallek ''[[Phèdre]]'' e skolajoù [[Breizh]].
Awenet eo bet ivez [[Seneca ar Yaouankañ|Seneca]] hag ar Gall [[Jean Racine]] gant ar vojenn, ha betek an {{XXvet kantved}} e veze desket dre an eñvor gwerzennoù gallek ''[[Phèdre]]'' e skolajoù [[Breizh]].


==Levrlennadur==
==Levrlennadur==

Stumm eus an 10 Eos 2017 da 16:57

Hippolytos ha Faidra, laour, war-dro 290
Faidra, livet gant Alexandre Cabanel.

Faidra (Φαίδρα / Phaídra e gregach) a oa merc'h d'ar roue Minos, roue Kreta, ha d'e bried Pasifae. C'hoar e oa da Ariadne, Deukalion ha Glaokos. Dimeziñ a reas da Dheseüs, roue Aten, en devoa dilezet he c'hoar Ariadne.

Neuze ec'h orgedas ouzh he lezvab, Hippolytos, a oa mab da Dheseüs ha da Antiope, rouanez an Amazonezed. Ur gabestrenn he doe digantañ avat, ma klaskas ober un dro lous dezhañ. Tamall a reas anezhañ da vezañ klasket he gwallañ.

Ha Theseüs, savet kounnar ennañ, a c'houlennas digant Poseidon, a dlee tri gouestl dezhañ, teurel e vallozh war e vab. Neuze, p'edo ar paotr yaouank gant e garr hag e gezeg, e tirollas an anevaled, hag e voe flastret ar paotr gant e garr. En em lazhañ a reas Faidra gant ar glac'har hag ar morc'hed.

Lennegezh

Kontet eo bet an istor gant Euripides, en un doare un tamm disheñvel en e bezh Hippolytos a zoug ar gurunenn.
Awenet eo bet ivez Seneca hag ar Gall Jean Racine gant ar vojenn, ha betek an XXvet kantved e veze desket dre an eñvor gwerzennoù gallek Phèdre e skolajoù Breizh.

Levrlennadur


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.