Ariadne : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 15: Linenn 15:
==Mojennoù Ariadne==
==Mojennoù Ariadne==
===Ariadne ha Theseüs===
===Ariadne ha Theseüs===
[[Skeudenn:DrinkingScene.JPG|thumb|Abadenn evañ gant [[Dionisos]] hag Ariadne. [[Arz gresianeg-ha-boudaat]] eus [[Gandhara]], IIIe kantved kent J.-K..]]
[[Skeudenn:DrinkingScene.JPG|thumb|Abadenn evañ gant [[Dionysos]] hag Ariadne. [[Arz gresianeg-ha-boudaat]] eus [[Gandhara]], IIIe kantved kent J.-K..]]


Sikour a reas ar merc'hetaer [[Theseüs]] da gavout dor ar [[milendall]] da vont d'ober e stal d'ar Minotaor. Prometiñ dimeziñ ganti a reas an haroz, ha mont da zibunañ ur bolotenn roet ganti bep ma'z ae dre ribouloù ar milendall. Met ur wezh lazhet ar [[Minotaor]] e voe dilezet Ariadne gant an haroz, a blije dezhañ [[Faidra]] muioc'h evit he [[c'hoar]], war enez [[Dia (enezenn)|Dia]], a vez kemeret alies evit [[Naksos]].
Sikour a reas ar merc'hetaer [[Theseüs]] da gavout dor ar [[milendall]] da vont d'ober e stal d'ar Minotaor. Prometiñ dimeziñ ganti a reas an haroz, ha mont da zibunañ ur bolotenn roet ganti bep ma'z ae dre ribouloù ar milendall. Met ur wezh lazhet ar [[Minotaor]] e voe dilezet Ariadne gant an haroz, a blije dezhañ [[Faidra]] muioc'h evit he [[c'hoar]], war enez [[Dia (enezenn)|Dia]], a vez kemeret alies evit [[Naksos]].


===Ariadne ha Dionysos===
===Ariadne ha Dionysos===
[[Image:DrinkingScene.JPG|thumb|250px| An doue [[Dionisos]] o vambochat, hag Ariadne war e varlenn. [[Arz gresian-bouddhaek ]] eus [[Gandhara]], IIIde kantved.]]
[[Image:DrinkingScene.JPG|thumb|250px| An doue [[Dionysos]] o vambochat, hag Ariadne war e varlenn. [[Arz gresian-bouddhaek ]] eus [[Gandhara]], IIIde kantved.]]


Tremen a reas [[Dionysos]] dre an enez ha kavout Ariadne en ur mor a zaeloù. Ken fromet e oa gant he glac'har ma kasas anezhi gantañ betek [[Lemnos]]. Frealziñ a reas anezhi ha chom a rejont asambles.
Tremen a reas [[Dionysos]] dre an enez ha kavout Ariadne en ur mor a zaeloù. Ken fromet e oa gant he glac'har ma kasas anezhi gantañ betek [[Lemnos]]. Frealziñ a reas anezhi ha chom a rejont asambles.
Genel a reas meur a vugel, en o zouez [[Keramos]], [[Toas (Lemnos)|Toas]], [[Oenopion]], [[Eurimedon (mab Dionysos)|Eurimedon]], [[Flias]], [[Preparatos]] ha [[Stafilos]].
Genel a reas meur a vugel, en o zouez [[Keramos]], [[Toas (Lemnos)|Toas]], [[Oenopion]], [[Eurimedon (mab Dionysos)|Eurimedon]], [[Flias]], [[Preparatos]] ha [[Stafilos]].


Hervez hengounioù all e vije marvet gant ar glac'har war an enezenn pe e vije bet lazhet gant [[Artemis]] war goulenn Dionisos, e [[Dia]]. Kavout a reer an hengoun-se e levr [[Homeros]].
Hervez hengounioù all e vije marvet gant ar glac'har war an enezenn pe e vije bet lazhet gant [[Artemis]] war goulenn Dionysos, e [[Dia]]. Kavout a reer an hengoun-se e levr [[Homeros]].


Adkemeret eo bet gant [[Jean Racine|Racine]] en e werzennoù brudet :
Adkemeret eo bet gant [[Jean Racine|Racine]] en e werzennoù brudet :

Stumm eus an 1 Eos 2017 da 12:06

Ariadne, hervez Sebastiano Ricci
Kiliks eus ar livour Aison (war-dro 425–410 Kent J.-K., M.A.N., Madrid) ma tiskar Theseüs ar Minotaor e-kichen un templ
Zeichnung der Statue Ariadne auf dem Panther gant Johann Heinrich Dannecker


Ariadne (Ἀριάδνη, Ariádnê e gregach) a oa merc'h da Vinos, roue Kreta, ha da Basifae, e mojennoù Hellaz kozh. Ur ribitailh bugale o doa bet he zud. C'hoar e oa enta da C'hlaokos, Katreos, Androgeos, Akakallis, Deukalion, Faidra ha Ksenodike. Hanterc'hoar e oa d'ar Minotaor ouzhpenn ivez.

Stag eo hec'h anv

  • ouzh anv Theseüs, en em gannas ouzh ar Minotaor,
  • ouzh anv an doue Dionysos, tad he bugale-hi.

Mojennoù Ariadne

Ariadne ha Theseüs

Abadenn evañ gant Dionysos hag Ariadne. Arz gresianeg-ha-boudaat eus Gandhara, IIIe kantved kent J.-K..

Sikour a reas ar merc'hetaer Theseüs da gavout dor ar milendall da vont d'ober e stal d'ar Minotaor. Prometiñ dimeziñ ganti a reas an haroz, ha mont da zibunañ ur bolotenn roet ganti bep ma'z ae dre ribouloù ar milendall. Met ur wezh lazhet ar Minotaor e voe dilezet Ariadne gant an haroz, a blije dezhañ Faidra muioc'h evit he c'hoar, war enez Dia, a vez kemeret alies evit Naksos.

Ariadne ha Dionysos

An doue Dionysos o vambochat, hag Ariadne war e varlenn. Arz gresian-bouddhaek eus Gandhara, IIIde kantved.

Tremen a reas Dionysos dre an enez ha kavout Ariadne en ur mor a zaeloù. Ken fromet e oa gant he glac'har ma kasas anezhi gantañ betek Lemnos. Frealziñ a reas anezhi ha chom a rejont asambles. Genel a reas meur a vugel, en o zouez Keramos, Toas, Oenopion, Eurimedon, Flias, Preparatos ha Stafilos.

Hervez hengounioù all e vije marvet gant ar glac'har war an enezenn pe e vije bet lazhet gant Artemis war goulenn Dionysos, e Dia. Kavout a reer an hengoun-se e levr Homeros.

Adkemeret eo bet gant Racine en e werzennoù brudet  :

« Ariane, ma sœur, de quel amour blessée
Vous mourûtes aux bords où vous fûtes laissée[1] ! »


Hervez un hengoun all e vije bet disoñjet gant Theseüs sammañ anezhi e bourzh e lestr, hag abalamour da se e vije bet disoñjet gant Theseüs cheñch gouelioù e vag. Dleet e vije bet dezhañ lakaat gouelioù gwenn evit diskouez e oa bet trec'h. Sevel a reas ur vorennn en-dro d'ar vag a guzhas anezhañ hag a drevarias spered Theseüs. Kaset e oa ar c'hastiz-se dezhañ gant an Doueed en abeg d'e drubarerezh. Ar roue Aigaios, tad an haroz, a oa o c'hortoz distro ar vag war devenn Aten. Pa welas ar gouelioù du, sin a gañv, e kredas e oa marvet e vab hag en em daolas war e benn er mor.

Hag un doueez e vije bet Ariadne?

Hervez Kerenyi e vije bet unan eus doueezed ar frouezhusted e Kreta, hag azeulet e veze e Naxos, Delos, Kiprenez hag Aten. Koulskoude e voe ankouaet hec'h orin doueel.


Orinoù minoean Ariadne

Ar vitologiezh c'hresian ne ra ket anv eus ar fed e vije un itron mestrez war ar milendall e Kreta. Gwir eo e oa tremenet kantvedoù abaoe. Un dabletezenn skrivet er skritur linennek B, kavet e Knosos, a zanevell koulskoude ur prof "mel evit an holl zoueed ; mel evit mestrez ar milendall". An holl zoueed a-gevret a reseve kement a vel ha mestrez ar milendall hec'h-unan. A-hervez e tlee bezañ un doueez pouezus-kenañ [2].


Marteze eo an itron-se a adkaver en Ariadne. En Ilias Homeros e lavarer marteze e oa bet ar milendall ul leurenn-dañs a oa bet graet evit Ariadne kentoc'h evit Minos. E-touez an tresoù engravet gant Hefaistos war skoed nevez Akilleus, unan eus an traoù diskouezet a oa ul leurenn-dañs "evel an hini treset gant Daidalos e kêr ec'hon Knosos evit Ariadne he rodelloù koant". Taolennet e oa ar "milendall dañs" zoken war ar skoed, "ma tañse warnañ gwerc'hezed en oad da zimeziñ ha paotred yaouank gant dorn an eil war arzorn egile ... o treiñ ken distroñs war o zreid mibin ha turgn ar poder ... hag e tañsent eno a-linennoù evit kejañ an eil re gant ar re all[3]."

Anv-badez

Un anv-badez saoznek hag alamanek eo Ariadne.

Ariadne en arzoù

Sonerezh

Lennegezh

Kizellerezh

Notennoù

  1. (Phèdre, I, 3)
  2. Kerenyi 1976 p 91
  3. Ilias xviii.590–593

Levrlennadurezh

  • Kerenyi, Karl 1976. Dionysos: Archetypal Image of Indestructible Life, ha dreist pep tra al lodenn I.iii «The Cretan core of the Dionysos myth» (Princeton University Press, Princeton)
  • Ruck, Carl A.P. ha Staples, Danny, 1994. The World of Classical Myth. (Carolina Academic Press, Durham)

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Pennadoù kar