Raymond Delaporte : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 40: Linenn 40:
*Remon ar Porzh, ''Geriadur brezhoneg-saozneg gant skouerioù'', 3 levrenn embannet : A-B, CH-C'H-D, E-F-G, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, 1989, 1993
*Remon ar Porzh, ''Geriadur brezhoneg-saozneg gant skouerioù'', 3 levrenn embannet : A-B, CH-C'H-D, E-F-G, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, 1989, 1993
==== Kelaouennoù ====
==== Kelaouennoù ====
* [[L'Heure Bretonne]]
* [[L'Heure Bretonne]] Even 1940 - Even 1944
* [[War du ar pal]] ''Dastumadenn studiadennoù diwar-benn Breiz, Revue d'études bretonne'', miz C'hwevrer 1938 ha miz Eost 1939
* [[War Du ar pal]]


== Troidigezhioù ==
== Troidigezhioù ==

Stumm eus an 20 Du 2016 da 12:29

Remont ar Porzh
Anv ofisiel Raymond Delaporte
Obererezh Geriadurour
Ganedigezh e 1907
e Kastell-Nevez-ar-Faou, e Breizh Breizh
Marv e 1990
e Kastell-Nevez-ar-Faou, e Breizh Breizh
Yezh skrivañ Galleg, Brezhoneg, Saozneg


Raymond Delaporte (Kastell-Nevez-ar-Faou, 13 a viz Gwengolo 1907 - 7 a viz Du 1990) a oa ur broadelour breizhat katolik hag ur geriadurour. Remont ar Porzh e oa e anv brezhonek.

Buhez

Genidik e oa Raymond Delaporte eus Kastell-Nevez ar Faou. Daou vreur en doa, Herve Delaporte hag Yves Delaporte, anavezet o-daou ivez, en emsav broadel breizhek. Mont a reas da skol-veur Angers d'ober e studi war ar Gwir. Da ugent vloaz e lakaas e anv e Strollad Emrenerien Vreiz. E 1932 e savas Breuriez ar Brezoneg er Skol, asambles gant tud evel Yeun ar Gow, evit kas ar brezhoneg war-raok er skolioù kristen. E miz Meurzh 1938 e voe anvet da rener ar strollad Bleun Brug. Dilezel a reas renerezh ar Bleun-Brug e miz Kerzu 1940, pa voe galvet da gemer penn Strollad Broadel Breizh e-lec'h Olier Mordrel.

Strollad Broadel Breizh

Labourat a reas da frammañ gwelloc'h Strollad Broadel Breiz, betek 1944. Tec'hout a reas Raymond Delaporte e fin ar brezel da vont da Iwerzhon. Kondaonet e voe e miz Mae 1947 da 20 vloaz galeoù met didamallet e voe diwezhatoc'h, pa reas engalv a-enep ar varnadenn-se.

"Le devoir de l'Heure" testenn gant Raymond Delaporte e kazetenn ar strollad L'Heure Bretonne d'an 12 a viz Kerzu 1943)

Iwerzhon

Chom a reas e vuhez-pad en Iwerzhon : eno e reas skol, en ur skol brevez da gentañ hag e skol-veur Korkig da c'houde. D'ar mare-se e troas e saozneg levr-skol Per Denez, Brezhoneg buan hag aes, ha sevel a reas ur geriadur brezhoneg-saozneg kentañ. Ur wech war e leve e tistroas da Vreizh hag e labouras war ur geriadur brezhoneg-saozneg bras, gant skouerioù. Mervel a reas er C'hastell-Nevez d'ar 7 a viz Du 1990.

Oberennoù

Levrioù

  • Raymond Delaporte, Elementary Breton-English Dictionary. Cork University Pesss, 1979. Advoulet e 1986 ha 1992.
  • Raymond Delaporte, Elementary English-Breton Dictionary. Mouladurioù Hor Yezh, 1990.
  • Raymond Delaporte, Elementary Breton-English and English-Breton Dictionary. Mouladurioù Hor Yezh, 1995. An div levrenn unanet en ul levr.
  • Remon ar Porzh, Geriadur brezhoneg-saozneg gant skouerioù, 3 levrenn embannet : A-B, CH-C'H-D, E-F-G, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, 1989, 1993

Kelaouennoù

  • L'Heure Bretonne Even 1940 - Even 1944
  • War du ar pal Dastumadenn studiadennoù diwar-benn Breiz, Revue d'études bretonne, miz C'hwevrer 1938 ha miz Eost 1939

Troidigezhioù

  • Brezhoneg... buan hag aes "A beginner's course in Breton, adapted from the French of Per Denez", Raymond Delaporte, Cork University Press, 1añ a viz Genver 1977 (ISBN 9780902561113)