Mont d’an endalc’had

War-du ar pal

Eus Wikipedia
(Adkaset eus War du ar pal)

War Du ar Pal, Dastumadenn studiadennoù diwar-benn Breiz, Revue d'études bretonne, a oa ur gelaouenn vroadelour vreton gatolik embannet e 1938 gant ar vreudeur Yves, Herve ha Raymond Delaporte, ur gelaouenn studi breton[1] graet evit an Emsav a-bezh, kement ha talañ ouzh ar gelaouenn Stur hag a oa broadelour sokialour. Embannet e voe etre miz C'hwevrer 1938 ha miz Eost 1939. Teir niverenn a zo bet nemetken[2].

Divyezhek e oa ar gelaouenn, galleg ha brezhoneg enni. Kavet e veze studiadennoù war ar yezh ("Penaos niveriñ e Brezhoneg?"), an Istor ("Dre delwennoù Breizh"), an ekonomiezh pe ar politikerezh.

Skrivagnerien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gouennelouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diouzh un tu e kaver troiennoù gouennelour : "En cas de guerre Les fermes bretonnes seront-elles livrées aux Arabes, aux Nègres et aux Jaunes?" (Niv. 2, p. 135) ha diouzh an tu all e kaver savboentoù a sav sklaer a-enep an naziegezh[3] met a chom hep bezañ tost d'ar gelaouenn Stur.

Evit kavout un hent war ar sujed-se, ar gelaouenn a implij gerioù ar pab ha re kemennadennoù an eskoptioù katolik e Bro-C'hall.

Savet e oa ar gelaouenn a-enep ar sponterezh breton met en ur ziskouez e oa dre fazi ar Stad c'hall hag a vouge Breizh hag ar brezhoneg e oa seurt obererezhioù o c'hoarvezout. Ar gelaouenn a roe harp memestra d'ar re harzet pe argaset gant an archerien pe ar justis evit an aferioù sponterezh.

Ar Brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Bruderezh evit obererezhioù "Ar brezoneg er Skol" (Raymond Delaporte a oa bet prezidant an aozadur).
  • Bruderezh ha harp war labourioù unvaniñ ar yezh vrezhonek.

Studiadennoù istorel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Studiadennoù istorel a gaver er gelaouenn ; dre vras ez int tuet gant ur sell tost d'ar relijion hag ar glad katolik e Breizh.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. War-du ar pal, niverenn 1, testenn digeriñ gant Hervé Kerhor.
  2. BNF
  3. War du ar pal, niverenn 2, "Kudenn ar ouenn, le problème de la race", gant Natalis.