Tregeneg : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
taolenn nevez ar c'humunioù
Poblañs = 2011
Linenn 20: Linenn 20:
| ubr = 53
| ubr = 53
| gorread = 9.61
| gorread = 9.61
| poblañs = 340
| poblañs = 333
| deiziad-poblañs = 2011
| deiziad-poblañs = 2010<ref>[http://www.insee.fr/fr/ppp/bases-de-donnees/recensement/populations-legales/commune.asp?depcom=56069&annee=2010 Chifroù ofisiel 2010 war lec'hienn an EBSSA]</ref>
| lec'hienn web = [http://www.treguennec.fr Ti-kêr]
| lec'hienn web = [http://www.treguennec.fr Ti-kêr]
}}
}}

Stumm eus an 4 Gen 2014 da 17:51

Tregeneg
Iliz al Lae
Iliz al Lae
Ardamezioù
Bro istorel Kerne - Bro Vigoudenn
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Kemper
Kanton kanton Pont-'n-Abad
Kod kumun 29292
Kod post 29720
Maer
Amzer gefridi
Claude Boucher
2008-2014
Etrekumuniezh Kumuniezh-k. Su ar Vro Vigoudenn
Bro velestradurel Bro Gerne
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 333 ann. (2011)[1]
Stankter 33 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 53′ Norzh
4° 20′ Kornôg
/ 47.88, -4.33
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 53 m
Gorread 9,61 km²
Lec'hiañ ar gêr
Tregeneg

Tregeneg a zo ur gumun er Vro Vigoudenn, e kanton Pont-'n-Abad, e departamant Penn-ar-Bed, e Mervent Breizh.

Istor

Dispac'h Gall

XXvet kantved

  • Eil brezel-bed: brudet eo Tregeneg ivez evit al labouradeg vili bet aozet e 1943 el lec'h anvet Prad ar C'hastell e-pad an Eil Brezel Bed. Hiziv an deiz ne chom nemet dismantroù dirapar, met da vare ar brezel e rankas paotred ar vro labourat eno, tra ma oa aozet un ti-gar da gas ar bili a-benn sevel blockhausioù war aodoù ar C'hwec'hkorn. An aozadur TODT eo a rae war-dro.

Tud ar vro a gendalc'has da implijout ar bili betek 1948, a-benn sevel tiez. Hiziv an deiz ez eo difennet groñs dastum bili war an aod.

Monumantoù ha traoù heverk

  • Un iliz a zo e penn nec'h Tregeneg, el lec'h anvet Penn an Iliz. Un iliz all a zo un tammig pelloc'h er vourc'h pa'z eer war-du an aod. Pelloc'h c'hoazh, a-raok al lec'h anvet Ar Stank, emañ chapel Sant Vio. En he c'hichen ez eus ur maen a oa implijet gant maouezed ar vro : pa ne zeuent ket a-benn da zougen e teuent da frotañ outañ.
  • War aodoù Tregeneg ez eo degemeret ar re a fell dezho rouzañ e noazh.

Lavar eus ar c'hornad

  • Tud zo o deus klevet komz eus chistr Tregeneg. Kaout ur banne chistr Tregeneg a oa chom gant ar sec'hed, peogwir, hervez ar vrud, ne oa ket chistr e Tregeneg.

Div vartezeadenn zo: pe e veze graet chistr er parrezioù all, met e Tregeneg ne veze ket, marteze peogwir ne oa ket gwez-avaloù; pe e oa re bizh tud ar barrez da reiñ o chistr da evañ.

Tud ar vro a oarfe hiroc'h marteze.

Douaroniezh

Emdroadur ar boblañs

Niver a annezidi

Melestradurezh

Tud

Gevelliñ

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveoù

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 49