Dilestradeg Normandi
Dilestradeg Normandi a vez graet eus an oberiadurioù dilestrañ hag eus an oberadurioù aerdouget kaset da benn gant armeoù ar Gevredidi d'ar 6 a viz Even 1944 e-pad aloubadeg Normandi en Oberiadur Overlord e-doug an Eil Brezel-bed. An "Oberiadenn Neptune" eo an anv-kod a oa bet roet d’an dilestradeg. Graet e vez an D-Day (Deiz D) eus an deiz-se alies. An dilestradeg vrasañ eo en istor Mab-Den, an oberiadur brezel 'se a voe penn kentañ dieubidigezh an tiriadoù kornôgat e dalc'h an Trede Reich abaoe 1940.
156 000 soudard eus ar Gevredidi a dagas an Normandi. A-dal dezhe e oa 50 350 soudard Alaman. Chomet e oa bet kuzh lec’hioù dilestrañ ar flodad ha tachennoù douarañ an harzlammerien evit tapout berr an nerzhioù difenn alaman betek devezh an dilestrañ. Ouzhpenn bezañ nebeutoc’h, an digempouez e-keñver an armoù etre an Alamanted hag ar Gevredidi a lakaas ar re gentañ da goll. 10000 soudard eus ar Gevredidi a varvas hag etre 4000 ha 9000 diouzh kostez an Trede Reich. Ar Rezistañs a stourmas ouzh an Alamanted o tistruj peulioù pellgomz (Plan Violet), linennoù-tren (Plan Vert), hentoù (Plan Tortue deuet da vezañ Bibendum) ha linennoù-tredan (Iplan Bleu) evit sikour ar Gevredidi[16]. Ne zeuas ket ar Gevredidi a-benn da dizhout o falioù en un doare aes met a-benn fin an devezh e oant trec’h dija. Un trec’h diaes met bras e voe evit ar Gevredidi. Adalek an deiz-se e oa taget nerzhioù an Trede Reich dre ar C’hornôg koulz dre ar Reter (URSS).
Istor an oberiadur brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre ar 27 a viz Mae hag ar 4 a viz Even 1940, e-tro 338 000 soudard eus ar British Expeditionary Force (BEF) hag eus an arme c'hall a oa stanket en arvorioù Bro-C'hall a dec'has eus Dukark. Goude ma oa tarzhet ar brezel etre an Trede Reich hag an URSS, e miz Even 1941, penn ar Soviediz, Joseph Stalin, a c'houlennas diouzhtu ma vefe digoret un eil talbenn e kornôg Europa. E fin miz Mae 1942 an URSS ha Stadoù Unanet Amerika a embannas ur gemennadenn: "... full understanding was reached with regard to the urgent tasks of creating a second front in Europe in 1942." En desped d'ar gemennadenn Kentañ maodiern ar Rouantelezh Unanet, Winston Churchill, a gendrec'has prezidant ar Stadoù-Unanet, Franklin D. Roosevelt, da zaleañ an aloubadeg prometet, rak memes gant harp an Amerikaned, ar Gevredidi ne oant ket prest evit un hevelep oberiadur.
Dibab al lec'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Divizet e oa dilestrañ adalek ar bloavezh 1943. Er mizioù a-raok an aloubadeg, ar Gevredidi a savas un oberiadur touellañ, dezhañ da bal lakaat an Alamanted da grediñ e vefe aozet an dilestradeg e-kostez an Nord-Pas-de-Calais.Oberiadur Bodyguard e oa e anv. Tankoù ha kirri-nij faos a voe savet ha lakaet e lec'hioù a lakafe an Alamanted da vezañ touellet gant palioù ha nerzhioù gwir an dilestradeg.
Diouzh kostez an Alamanted e ouied e oa un dilestradeg da zont met ne ouied ket na peur, na peseurt nerzhioù a vefe na dreist-holl e pelec'h e vefe. Adolf Hitler a lakaas e penn an difenn ar Feldmarschall Erwin Rommel gant an urzh da sevel difennoù kreñv. Sabatuet e voe Rommel pa voe graet gantañ tro an traezhennoù. Reiñ a reas urzhioù sklaer evit adsevel a-grenn an difennoù gwelet gantañ evel dister pe null. Savet e vo neuze ar pezh a vezo anvet Moger ar Meurvor Atlantel.
An traezhennoù dilestrañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hoarvezout a reas an dilestradeg war aodoù Normandi etre reter ar C'hotentin betek Saint-Aubin-sur-Mer. Rannet e voe an aod e lec'hioù dilestrañ roet pep a anv kod dezho :
- A gornaoueg da reter:
- Utah Beach, fiziet en Amerikaned
- Omaha Beach, fiziet en Amerikaned
- Gold Beach, fiziet en arme ar Rouantelezh-Unanet
- Juno Beach, fiziet er Ganadianed
- Sword Beach, fiziet en arme ar Rouantelezh-Unanet
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ford & Zaloga 2009, p. 342.
- ↑ Ford & Zaloga 2009, p. 25.
- ↑ Ford & Zaloga 2009, p. 25.
- ↑ Ford & Zaloga 2009, p. 25.
- ↑ Beevor 2009, p. 82.
- ↑ Beevor 2009, p. 76.
- ↑ Beevor 2009, p. 492.
- ↑ Beevor 2009, p. 82.
- ↑ Beevor 2009, p. 99.
- ↑ Beevor 2009, p. 99.
- ↑ Beevor 2009, p. 82.
- ↑ Ford & Zaloga 2009, p. 25.
- ↑ Garner, 2019.
- ↑ Ford & Zaloga 2009, p. 335.
- ↑ Istimadenn orin an niver a dud kollet diouzh tu ar Gevredidi a oa 10 000, en o zouez 2500 den lazhet. Enklaskoù renet gant an National D-Day Memorial o deus kavet 4414 den lazhet, en o zouez 2499 Amerikan ha 1915 eus broadoù all. Whitmarsh 2009, p. 87.
- ↑ (fr) La Résistance en action war al lec'hienn Chemins de Mémoire savet gant Ministrerezh an Armeoù gall (lennet d'an 08/08/2024)