Kalvennig c'hlas
Neuz
(Adkaset eus Cyanistes caeruleus)
| |||
---|---|---|---|
Ur galvennig c'hlas.
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Paridae | ||
Genad : | Cyanistes | ||
Anv skiantel | |||
Cyanistes caeruleus (Linnaeus, 1758) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar galvennig c'hlas (liester : kalvenniged glas)[1],[2] a zo ur spesad golvaneged bihan, Cyanistes caeruleus an anv skiantel anezhañ.
Anvet e voe Parus caeruleus (kentanv) da gentañ-penn (e 1758)[3] gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778).
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bihanoc'h eo eget ar pennglaou.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Debriñ a ra amprevaned e-pad an hañv ha had e-pad ar mareoù all.
Annez hag isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar spesad a gaver an nav isspesad[4] anezhañ :
- Cyanistes caeruleus balearicus, e Mallorca,
- C. c. caeruleus, (Linnaeus, 1758), eus hanternoz, kreiz ha reter Europa da gornôg ha hanternoz Azia Vihanañ,
- C. c. calamensis, e kreisteiz Gres, Kikladez, Kreta hag Enez Rodos,
- C. c. obscurus, en Inizi breizhveuriat,
- C. c. ogliastrae, el Ledenez iberek, Korsika ha Sardigna,
- C. c. orientalis, er gevred d'al lodenn europat eus Rusia,
- C. c. persicus, e mervent Iran,
- C. c. raddei, e hanternoz Iran,
- C. c. satunini, e Krimea, er C'haokaz, reter Turkia ha gwalarn Iran.
Ober a ra e annez er c'hoadoù, el liorzhoù hag er girzhier.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Cyanistes caeruleus war al lec'hienn BirdLife International.
- (en) Cyanistes caeruleus war lec'hienn an International Union for Conservation of Nature (IUCN).
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
E Rumia (Polonia).
-
E Rumia (Polonia).
-
Cyanistes caeruleus
Sell ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Studiet gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
- ↑ Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Éditions Palantines, 2012, pajenn 856b.
- ↑ (en) AnimalBase.
- ↑ (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Cyanistes caeruleus.