Mont d’an endalc’had

Chester (lec'hanvadurezh)

Eus Wikipedia
Ur pennad Chester zo ivez.

Al lostgerioù kenorin caster, cester ha chester, a zo stank a-walc'h el lec'hanvadurezh saoznek.

Dont a ra eus ar ger latin castra (castrorum) a dalv kement ha "kreñvlec'h". Ur ger damgevatal zo e galizeg, en asturianeg, e portugaleg hag en italianeg : castro.

Anvioù eus Bro-Saoz int eta, met kaset int bet, darn anezho bepred, gant ar Saozon da vroioù all er bed ivez : da Aostralia, Kanada, SUA dreist-holl.