Mont d’an endalc’had

Kenchester

Eus Wikipedia
Kartenn-lec'hiañ

Kenchester zo ur gêriadenn saoz, e kontelezh Herefordshire.

Brudet eo Kenchester abalamour da adspadennoù ar c'hreñvlec'h roman a gaver eno. Gant ar Romaned e oa bet savet kamp Magnis, a-dal d'ur c'hreñvlec'h brezhon a oa war torgenn Credenhill.

Parkeier el lec'h ma oa Magnis
Hent Roman a-dreuz ar stêr Wye, e-kichen Kenchester
Hent roman

A. Magnis[1]

Talvoudegezh ː pe diwar *magno / *magni ( = maen, mein), pe diwar *magnon / *magnia ( = meur)

B. Kenchester Ken a zeu eus ar ger hensaoznek "ceint" a dalvez kement ha "stêr", hag an eil elfenn chester, hag a gaver stank e lec'hanvadurezh Bro-Saoz, a zeu eus ar ger latin castra a dalvez kement ha "kreñvlec'h". "Ar c'hastell e-kichen ar stêr" eo ster Kenchester eta.

  1. A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982.