Cefn Meiriadog
Cefnmeiriadog |
|
| Poblañs | 382 |
|---|---|
| Kael daveennoù an OS | |
| Kumuniezh | Cefnmeiriadog |
| Kontelezh | Sir Ddinbych |
| Bro | Kembre |
| Riez | Rouantelezh-Unanet |
| Kod post | Llanelwy |
| Polis | |
| Pomperien | |
| Karr-klañvdi | Welsh |
| Parlamant Europa | Kembre |
| Ti ar C'humunioù | Dyffryn Clwyd |
| Parlamant Kembre | Dyffryn Clwyd |
| |

Cefn Meiriadog, pe Cefnmeiriadog (da lavaret eo kein Meiriadog) zo ur gêriadenn vihan hag ur gumuniezh eus hanternoz Kembre, e-kichenik Llanelwy, war lez ar stêr Elwy, e kontelezh Sir Ddinbych. E traoñienn ar stêr Elwy emañ, er mervent da gêr Llanelwy, ha nepell ivez diouzh Ogof Bontnewydd, al lec'h ma voe kavet an aspadennoù koshañ eus mab-den e Kembre. Bezioù eus mare an Neolitik zo e-kichen.
Anvet eo ar gêriadenn diwar an dorgenn a zo e-kichen, anvet hi diwar sant Meriadeg pe Meiriadog e kembraeg, ur sant brezhon eus ar Vvet kantved. Un iliz zo, Eglwys y Santes Fair (ilis Santez Vari), savet e 1864, hag ur feunteun, anvet Ffynnon Fair (Feunteun Vari), ma veze pareet an dud gwechall hervez ar richenn.
Ar barzh Siôn Tudur (1522–1602) a voe o chom e Wigfair, e Cefn Meiriadog.
Poblañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2011 e oa poblet gant 382 a dud, ha 116 anezho (30,4%) a oa kembraegerien[1].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 'Statistical bulletin: 2011 Census: Key Statistics for Wales, Mawrth 2011'. Swyddfa Ystadegau Cenedlaethol (The Office For National Statistics. Kavet : 2014-04-09.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
| ||||||||||||||||