Mont d’an endalc’had

Brian

Eus Wikipedia
Brian
anv paotr
Anv er yezh a orinBrian Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvsaozneg, nederlandeg Kemmañ
LizherennegLizherenneg latin Kemmañ
SoundexB650 Kemmañ
Cologne phonetics176 Kemmañ
CaverphonePRN111 Kemmañ
Name day5 a viz Gwengolo Kemmañ
Family name identical to this given nameBrian Kemmañ
Given name version for other genderBria Kemmañ
Attested infrequency of first names in the Netherlands, 2010 Kemmañ

Brian zo un anv-bihan brezhonek kozh tremenet en inizi breizhveuriat gant Bretoned deuet gant aloubadeg Gwilherm II (dug Normandi) er Grennamzer. Anavezet e oa e Bro-Iwerzhon ivez. En em strewet en deus an anv en holl bed saoznek, a-wechoù skrivet Bryan pe Bryant. Pevare anv-bihan ar baotred a oa e Bro-Saoz ha Bro-Gembre e 1934, ha dic'hizet eo bremañ. War ar c'hiz oa er Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1970. Deuet mat eo e Suamerika bremañ, dreist-holl Arc'hantina hag Uruguay, abaoe ar bloavezhioù 1990.

Lidet e vez d'an 18 a viz Kerzu evel Briag. Rannañ a ra ur wrizienn geltiek voutin gantañ : bri hag a dalv « uhelder ».

Kavet e vez ivez evel anv-tiegezh, e Breizh-Veur, e Bro-Iwerzhon (O'Brian, Ó Briain), ha skrivet Briant, Brient ha Briand e Breizh hag e Bro-C'hall.

Kavout a reer ivez an anv-tiegezh Brian en Okitania peogwir eo un anv okitanek kozh hag a dalv kement ha lambrig.(Daveoù a vank)

  • Brian zo unan eus mibien Tuireann er mojennoù gouezelek
  • Monty Python's Life of Brian (1979), ur gomedienn gant ar Monty Python

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]