Brian David Josephson

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Brian Josephson

Brian David Josephson, ganet d'ar 4 a viz Genver 1940 e Kerdiz, zo ur fizikour kembreat hag ur c'helenner emerit war ar fizik e Skol-veur Cambridge[1]. Brian Josephson eo ar C'hembread nemetañ aet Priz Nobel ar fizik gantañ (tapet e 1973).

E penn kentañ ar bloavezhioù 1970 e teskas Brian Josephson ar Meveriañ trehontel ha treiñ a reas e spered war-zu krefen e-maez ar skiant boas. Sevel a reas ar Mind–Matter Unification Project (raktres unaniezh ar spered hag ar materi) e labourva Cavendish e Skol-veur Cambridge evit imbourc'hiñ mennozh ar meiz en natur, an darempred etre mekanikerezh ar c'hwanta hag an emskiant, ha lakaat a-gevret ar skiant ha kevrinelezh ar Reter.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. "Listennad ar gelennerien emerit", Rann ar fizik, Labourva Cavendish, Skol-veur Cambridge.