Mont d’an endalc’had

Queen (strollad sonerezh)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Queen (laz-seniñ))
Queen (1984)
Queen + Paul Rodgers (2005)

Ur strollad hard rock eus Bro-Saoz eo Queen. Freddie Mercury (kan), Brian May (gitar), Roger Taylor (taboulinoù) ha John Deacon (gitar boud) a oa an izili anezhañ.

Genidik eo ar strollad eus Londrez. Kroget e oa e 1968 gant Brian May, Tim staffel ha Roger Taylor en ur strollad anvet Smile.

Freddie Mercury, a oa anvet er mare-se Farrokh Bulsara, a oa er memes skol arz eget Tim Staffel (krouer ar strollad Smile). Kuzuliañ a reas anezho war al leurenniñ.

Smile na deuas ket a-benn d’ober berzh-vat, hag e 1970, Tim Staffel a yeas skuizh. Gant se e paouezas ar strollad.

Farrokh Bulsara, ha ne zeue ket a-benn da vezañ anavezet ivez, a gemeras plas Tim. Ar strollad-se ennañ gant Freddie, Brian May, Roger Taylor a voe anvet Queen. John Deacon a zeuas ar bloavezh war-lerc'h. Goude 2 vloavezh labour ec'h embannjont kentañ albom ar strollad, anvet Queen. Goude-se e krogjont da gemer muioc’h-mui a amplet, beajiñ a rejont kalz e Japan, er Stadoù-Unanet hag e Mec’hiko. Plijet-tre e oa ar publik gant o c'hanaouennoù, da skouer gant Don’t stop me now pe c’hoazh We are the Champions.

Freddie Mercury, tapet gant un danijenn skevent, a varvas d’an oad a 45 bloaz d’ar 24 a viz Here 1991. Abaoe, Brian May ha Roger Taylor o deus kendalc’het d’ober sonadegoù a garite a-enep d’ar Sida ha labouret o deus gant Brian Rodgers. Diouzh e du en deus John Deacon paouezet en deus gant ar sonerezh.

Izili ar strollad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Freddie Mercury

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa d'ar 5 a viz Gwengolo 1946, dindan an anv Farrokh Bulsara. Kaner ar strollad e oa hag al leader. Barrek e oa ivez evit seniñ piano. Tapet e oa e gorf gant ar Sida, marvet eo diwar un danijenn skevent d’ar 24 a viz Here 1991. Skeuliad sonioù e vouezh a zo hini un tenor. Ampart e oa war al leurenniñ hag un arwarzh bras en doa. Aon en doa da chom e-unan. Desachet e oa gant ar rambre, ar gwiskamantoù istrogell.

Ganet e oa d'an 19 a viz Gouere 1947. Gitarour pennañ ar strollad eo ha gouzout a ra ivez kanañ ha seniñ piano. Savet en deus e-unan (gant sikour e dad) e gitar anvet Red Special.

Ganet d’an 19 a viz Eost 1951. Soner gitar-boud e oa. Kompozet en deus un dousennad kanaouennoù. Empleget eo bet evit arc'hantaouiñ Queen hag evit merañ ar strollad. E fin ar bloavezhioù 1990 ez eas Deacon war e leve.

Roger Taylor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet d’ar 26 a viz Gouere 1949. Soner tempourez ha taboulinoù eo. Kaner e c’hell bezañ. Kanañ a c’hell uhel-tre hag ur vouezh raouiet en deus.

  • Queen (1973)
  • Queen II (1974)
  • Sheer Heart Attack (1974)
  • A Night at the Opera (1975)
  • A Day at the Races (1976)
  • News of the World (1977)
  • Jazz (1978)
  • The Game (1980)
  • Flash Gordon (1980)
  • Hot Space (1982)
  • The Works (1984)
  • A Kind of Magic (1986)
  • The Miracle (1989)
  • Innuendo (1991)
  • Made in Heaven (1995)
  • The Cosmos Rocks (2008)

Dibabet e oa bet an anv-se peogwir e oa un anv berr, pompus ha diseven. Talvezout a ra Queen rouanez met ivez heñvelrev el langaj saoz. Logo Queen a zo bet treset gant o label Mercury. El logo-mañ e vez kavet azonoù zodiak pevar ezel ar strollad : daou leon evit Deacon ha Taylor, ur c’hrank evit May ha div gorriganez evit Mercury. Al lizherenn Q enni ur gurunenn a arouez Queen. An hollad a zo dindan ur fenis o tiblegañ e zivaskell.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.