Brian Stowell

Eus Wikipedia

Brian Stowell (6 a viz Gwengolo 1936, e Douglas, Manav - 18 a viz Genver 2019) zo unan eus ar re a zo bet o klask adsevel ar manaveg.

Pa oa yaouank en doa desket ar yezh hag enrollet ar gomzerien goshañ. Labourat a rae war-dro abadennoù skingomz ha kelenn a rae ar yezh.

Embannet en deus Contoyryssyn Ealish ayns Cheer ny Yindyssyn, un droidigezh vanaveg eus Alice in Wonderland) e 1990. E 2006 e oa deuet a-zindan ar wask e romant Dunveryssyn yn Tooder-Folley , ar c'hentañ romant manavek[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Isle of Man Today article on Dunveryssyn yn Tooder-Folley