Mont d’an endalc’had

Brezel Irak

Eus Wikipedia
Brezel Irak
Tamm eus War on Terror
Soudarded SUA e kuzhiadell Uday Hussein ha Qusay HeusseinFreuz delwenn Saddam Hussein e Firdos SquareEmsaverien e norzh IrakUn emsaver o tennañ gant ur MANPADS
Bukit war bep skeudenn
Maread 20 Meurzh 200318 Kerzu 2011
(8 vloaz, 8 miz ha 28 devezh)
Lec'h Banniel Irak Irak

Abeg • Prezidant SUA George Walker Bush
a ziskleir ar brezel da Irak S. Hussein
lakaet da gablus da Walldaolioù en SUA.
• Lodenn eus politikerezh SUA
ar "War on Terror"
Disoc'h Trec'h ebet, abalamour da emled ar feulster
dre Irak a-bezh ha savidigezh ar Stad Islamek
goude loc'h SUA hag he c'hevredidi.
Emgannerien
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Banniel Aostralia Aostralia
Banniel Polonia Polonia
Peshmerga
Irak Baath
Pennoù-brezel
George Walker Bush
Barack Obama
David Petraeus
Tony Blair
Gordon Brown
David Cameron
Aleksander Kwaśniewski
Saddam Hussein
Izzat Ibrahim ad-Douri

Oberiadur brezel Iraqi Freedom pe Aloubadeg Irak pe c'hoazh Dieubidigezh Irak a vez graet eus ar brezel en Irak gant ar Stadoù-Unanet hag e harperien a-enep gouarnamant Saddam Hussein. Lodenn gentañ ar brezel a vez graet Aloubadeg Irak o welet lu ha gouarnamant Irak trechet gant an alouberien. Siwazh dezho kenderc'hel a raio ar brezel ur wech trec'het ar vro reizh gant emsaverien a-bep seurt o talañ ouzh dalc'hidigezh ar vro. Memes ur wech lakaet e-plas ur gouarnamant da c'hortoz e kendalc'ho ar brezel o welet muioc'h-mui ar vro o vezañ rannet dre ar relijion. Istimet e vez etre 151 000 betek 600 000 pe muioc'h an niver a irakian bet lazhet e-pad an 3 pe 4 bloavezh brezel kentañ. Ar Stadoù-Unanet a guitaas ar vro e 2011 met a voe rediet da zont en-dro er bloavezh 2014 e-penn ur gevredad nevez evit klask lakaat harz d'an emsavadegoù lies o freuziñ Irak.

Lesanvioù a-bep seurt a zo bet d'ar brezel-se: Second Gulf War (Eil brezel ar Pleg-Mor) , Gulf War II (Brezel ar Pleg-Mor II), pe Gulf War 2. Hervez ar selloù politikel e vez lesanvet dieubidigezh pe aloubadeg Irak. O c'houzout e oa bet livet gevier gant gouarnamant ar Stadoù-Unanet evit kendrec'hiñ ar brasañ niver a vroioù evit aotreañ anezho da dagañ ar vro e 2003. Goude-se e voe implijet ar gevier evit desach broioù en o kevredad. Degaset e oa bet ur sell kizidig war ar brezel-se. A-feur ma teuas war-wel ne oa ket bet Saddam Hussein kablus da vezañ penn da Gwalldaolioù ramzel e New-York hag e Washington. An niver uhel a irakianed bet lazhet e-pad ha goude an aloubadeg en doa degaset ivez ur sell fall war an oberiadur. Ouzhpenn-se an aloubadeg en doa roet lañs bras d'an nerzhioù islamour kement ha plantañ freuz ha reuz dre ar vro. Betek e-touez renkoù ar soudarded stadunanat e oa bet mouezhioù evit emsevel a-enep ar brezel.

Kartenn Siria hag Irak bloavezh 2014. Nerzhioù milourel ha perc'henniezh douaroù:
  • ██ Perc'hennet gant Gouarnamant Irak
  • ██ Perc'hennet gant ar Stad Islamek
  • ██ Perc'hennet gant ar Kurded Irak
  • ██ Perc'hennet gant Gouarnamant Siria
  • ██ Perc'hennet gant Emsaverien Siria
  • ██ Perc'hennet gant Kurded Siria