Mont d’an endalc’had

Beretta M1915

Eus Wikipedia
Beretta Modello 1915
Skeudenn ar pennad Beretta M1915

Ur bistolenn Beretta M1915
Kinnig
Bro Banniel Rouantelezh Italia Rouantelezh Italia
Doare Pistolenn damaotomatek
Mont en-dro Tennata dre argil
Munisionoù 7,65 × 17 mm Browning (stumm orin)
9 mm Parabellum
9 mm Glisenti
6,35 mm Browning
Produer Fabbrica d'armi Pietro Beretta
Mare implij 1915–1945 (Arme Italia)
Pouez ha muzulioù (stumm orin)
Mas 0,570 kg
Hirder 152 mm
Hirder ar c'hanol 86 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 55 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 280 m/s
Endalc'h Karger fiñv 7 kartouchenn
Adstummoù M1915/19, M1919, M1923
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Beretta Modello 1915 zo ur bistolenn damaotomatek produet adalek 1915 gant an embregerezh italian Beretta.

Istor ha perzhioù nesañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet eo bet an M1915 gant an ijinour Tullio Marengoni diwar ar wikefre savet un nebeud bloavezhioù a-raok gant John Browning evit ar bistolenn Browning Hi-Power. Kambret e oa da gentañ evit kartouchennoù 7,65 mm Browning met ur stumm anezhi zo bet kambret e 9 × 19 mm Glisenti, diwar c’houlenn an arme italian a implije ar munision-se betek-neuze en he fistolenn Glisenti M1910.[1]

Daou berzh ispisial a oa d’ar Beretta M15 : he zoull-distrinkañ a oa a-us d’ar riklerez, ha n’eo ket war he c’hostez evel war galz armoù-dorn damaotomatek[2], ha ne oa ket kraban ebet, setu e veze skarzhet an douilhezioù goullo gant gazoù an darzhadenn goude pep tenn.

Implijet e voe ar Beretta M1915 gant an arme italian adalek 1915 da vare ar Brezel-bed Kentañ. Ar Beretta M1934 a gemeras he flas tamm-ha-tamm adalek kreiz ar bloavezhioù 1930, met implijet e voe an M1915 gant an arme da vare an Eil Brezel-bed ivez. Servijout a reas an arm en emgannoù brezel Spagn pa voe skoazellet ar frankisted gant renad Mussolini dre bourvezañ armoù a bep seurt dezhe.

E 1924 e voe amprouet an arm gant ur bodad gall abalamour e klaske an arme c’hall un arm-dorn damaotomatek nevez abaoe 1921. Ne voe ket dalc’het an M1915. Hervez an arbennigour Jean Huon[1] e oa bet kaset amprouadennoù ar Beretta M1915 gant kartouchennoù alaman 9 × 19 mm Parabellum, a oa re c’halloudus e-keñver ar re 9 mm Glisenti.

Stummoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Beretta M1915/19

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwellaet e voe ar stumm orin oc'h ouzhpennañ dezhañ ur graban, o simplaat e sistem-surentez hag o lakaat un ibil e traoñ an dornell da aesaat ar c'hregiñ. Kambret e oa an M1915/19 evit kartouchennoù 7,65 Browning nemetken.

Beretta M1919

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur stumm evit ar marc’hadoù sivil e oa an M1919, kambret evit munisionoù 6,35 Browning. Gwerzhet e voe an M19 etre 1920 ha 1939 ha berzh a reas.

Beretta M1923

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvet e voe ivez 1919/23. War an M1923 e voe ouzhpennet ur c’hi diavaez. Kambret e oa e 9 mm Parabellum hag e 9 mm Glisenti.

  1. 1,0 ha1,1 (fr) MALHERBE Michel, Les pistolets Beretta, Pardès, 1991, pp. 32-39
  2. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'imprévu, 2022, p. 79
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan