Battlefield 1942: The Road to Rome
| Rann eus | Battlefield 1942 |
|---|---|
| Titl | Battlefield 1942 |
| Subtitle | The Road to Rome |
| Heuliad | Battlefield |
| Danvez pennañ | Eil Brezel-bed |
| Tachenn | tenn kentañ-sell |
| Diorroer | Dice |
| Ti-embann | Electronic Arts |
| Savenn | Microsoft Windows |
| Deiziad embann | 2 C'hwe 2003, 7 C'hwe 2003 |
| Bro orin | Sveden |
| Lec'h an istor | Italia |
| Hollved faltaziek | Battlefield universe |
| Doare c'hoari | c'hoari video liesc'hoarier, c'hoari e-unan |
| Lusker grafik | Refractor 2 |
| Diaz embann | CD-ROM |
| Renkadur ESRB | Teen |
| Renkadur PEGI | PEGI 12 |
| Expansion of | Battlefield 1942 |

Battlefield 1942: The Road to Rome, Battlefield 1942 : Kampagn Italia a zo un ouzhpennadur d'ar c'hoari tenn diaz Battlefield 1942 kentañ hini an heulienn Battlefield Serie. An anv orin a zo Battlefield 1942: Road to Rome.
Adkavet e vez ur wech c'hoazh an aergelc'h a Eil brezel-bed, ar wech 'mañ e vez kavet an tu da c'hoari Kampagn Italia.
An degasadennoù a zo da geñver kartennoù nevez, armoù nevez ha tuioù ouzhpenn.
Sevenet ez eo bet gant ar Studio Dice hag embannet gant Electronic Arts pe EA games d'ar 4 a viz C'hwevrer 2003.
Istor ar c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hoari a vez ec'h istor e-pad Kampagn Italia etre gouere 1943 ha mae 1945. Ar gevredidi goude bezañ bet aloubet Afrika an norzh ha trec'het Afrika Korps Rommel a grog gant tagadenn Sikilia ha war-lerc'h gant mont etrezek an Italia.
Daou a du ouzhpennet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Battlefield 1942: Kampagn Italia daou a du a zo bet ouzhpennet d'ar c'hoari orin o vont gant chom stag d'an Istor:
- An Italia faskour, lu Benito Mussolini
- Ar Frañs dieub, lu ar jeneral De Gaulle
Tro-dro d'ar c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An daou du ouzhpennet a rankfe bezañ bet dija kavet er c'hoari orin Battlefield 1942 dre ma veze kavet an tu da c'hoari war tachennoù emgann Afrika an norzh.
- An Stg-44 pe Sturmgewehr 44 ar vindrailherezh arsailh a vez kavet e-leizh er c'hoari e-kostez al lu Alaman padal e oa ral anezhi betek 1944 ha roet e oa dreist-holl da begennoù an arme Alaman ar Fallschirmjäger en o zouez.
- Un ouzphennadur all a zo bet da Battlefield 1942: Battlefield 1942 : Armoù-kuzh
Liammoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Film kinnig battlefield-1942 soñjal a raec'h e oa echu ar brezel?