Bernadette Malgorn
Neuz
(Adkaset eus Bartrez Malgorn)
Bernadette Malgorn
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Bernadette Malgorn |
Anv-bihan | Bernadette |
Anv-familh | Malgorn |
Deiziad ganedigezh | 19 Mez 1951 |
Lec'h ganedigezh | Naoned |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | politiker, kargiad uhel |
Bet war ar studi e | Skol-veur Roazhon 1, Skol-veur Breizh-Uhel, École nationale d’administration |
Bet studier da | François Lebrun |
Strollad politikel | Unvaniezh evit ul Luskad Poblel |
Prizioù resevet | Commander of the National Order of Merit, Officer of the French Order of Academic Palms, Knight of the Order of Maritime Merit, Officer of the Order of Agricultural Merit, Commander of the Legion of Honour |
Lec'hienn ofisiel | http://www.bernadette-malgorn.fr |
Bernadette Malgorn, Bartrez Malgorn a-wechoù e brezhoneg(Daveoù a vank), ganet d'an 19 a viz Mezheven 1951 e Naoned, zo ur bolitikerez c'hall a orin breizhat hag a zo bet prefedez Roazhon.
E 2009 e oa bet lakaet e penn listenn an UMP e Penn-ar-Bed evit an dilennadeg rannvroel. E-touez an dud war he listenn he doa lakaet ar guzulierez-rannvro Françoise Louarn (UMP). E 2014 e oa e penn listenn an tu-dehoù e dilennadeg kêr Vrest. E 2015 e oa war ar renk e kanton Brest-2, en anv an tu-dehoù adarre.
Ur c'han brezhonek zo bet savet dezhi :
Gwechall er skol oa ur vestrez
Ha hiziv c'hoazh ez eus unan
Hec'h anv dezhi a zo Bartrez
Votomp 'viti gwitibunan (Daveoù a vank) Eus pelec'h e teu ? Gant piv eo bet savet ? Peur eo bet implijet ha kanet?