Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Bernadette Malgorn

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Goulennoù a bep seurt

[kemmañ ar vammenn]

Ne gomprenan ket ar frazennoù-mañ: «E 2009 e oa e penn listenn an UMP e Penn-ar-Bed evit an dilennadeg rannvroel. E-touez an dud war he listenn e oa ar guzulierez-rannvro Françoise Louarn (UMP), labourerez-douar en Argol, mamm ar ganerez Gwennyn Louarn»

Kement ha ma ouzon n'eus bet dilennadeg rannvro ebet e 2009. Mard eo evit dilennadegoù 2010, ha roet eo bet roll an dud a vo war he listenn? Ha ne weler ket mat perak ez eus kaoz eus homañ ziwezhañ hepken (ha hiroc'h fant micher, chomlec'h...) ha n'eo ket eus tud all. Gwell 'vefe lakaat ar gaoz war B. Malgorn ha netra ken.

«Bartrez Malgorn a-wechoù e brezhoneg». Mat e vefe reiñ ur skouer pe un daveeenn resis.Trec'hlid mitonet 12 Kzu 2009 da 09:56 (UTC)[respont]

Tennet pezh a oa diezhomm, reizhet an amzer-verb. Anvioù an dud war he listenn zo ur fed, ne vo nemet klokaat gant an anvioù all. Evit Bartrez Malgorn eo un implij a ra un toullad brezhonegerien, me en o zouez: frankiz ar vrezhonegerien d'ober gant o yezh, hag a dalv ar boan menegiñ, netra ken, en un holloueziadur. Pa n'eo ket lakaet evel pennanv d'ar pennad, ne welan ket pelec'h emañ an droug. Bianchi-Bihan 12 Kzu 2009 da 15:40 (UTC)[respont]
Me 'zo a-du gant Trec'hlid mitonet. D'am soñj e vezer o komz eus an dilennadegoù a vo e 2010. Ar frazenn meneget a-us a c'heller laoskel ma 'vez ur gwir dalvoudegezh ganti (da skouer ul liamm gant un afer pouezus...). Hag evit Bartrez, morse n'am eus klevet komz eus kement-se padal e vezan war evezh war an danvez-se neuze ma c'hel unan bennak lavar din pelec'h eo bet kavet an titour-se e vefen plijet. --Y-M D 12 Kzu 2009 da 15:05 (UTC)[respont]
Un amzer zo bet n'em boa ket klevet komz eus an itron-se ivez. Desket em eus abaoe. Bianchi-Bihan 12 Kzu 2009 da 15:40 (UTC)[respont]
N'eo ket testeniekaet Marsel Kachin ha koulskoude eo lakaet da ditl ar pennad! Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Du 2013 da 16:39 (UTC)[respont]

“Kan brezhonek savet dezhi

Gwechall er skol oa ur vestrez
ha hiziv c'hoazh ez eus unan
hec'h anv dezhi a zo Bartrez
votomp 'viti gwitibunan

Mat 'vefe sklaeraat ar pezh-mañ, ha reiñ daveennoù. Gant piv eo bet savet, ha kanet? Ha gant piv eo bet implijet, ganti hec'h-unan?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 6 Du 2013 da 16:13 (UTC)[respont]