Mont d’an endalc’had

Bashar al-Assad

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Bachar al-Asad)
Bashar al-Assad
Bashar al-Assad
5vet Prezidant Republik arab Siria
Er galloud
Er galloud adalek10 Gouere, 2000
Eil Prezidant(s)  Wael al-Halki
A-raok :Hafez al-Assad
War-lerc'hEr galloud
11 Gwengolo, 1965
Damask
Strollad politikel
PriedAsma al-Assad
Relijionalawit

Bashar Hafez al-Assad (Arabeg: بشار حافظ الأسد‎ Baššār Ḥāfiẓ al-ʾAsad, distagadur levantek: [baʃˈʃaːr ˈħaːfezˤ elˈʔasad]; ganet d’an 11 a viz Gwengolo 1965) zo prezidant Republik arab Siria ha sekretour rannvedel skourr sirian Strollad sokialour arab Baath. Emañ en e garg abaoe 2000, pa warlerc’hias e dad, Hafez al-Assad, a renas Siria e-pad 30 vloaz betek e varv.

Gwelet eo bet evel un adreizher e penn kentañ e brezidantelezh, met pennañ a ra abaoe miz Genver 2011 d’un emsavadeg ha d’un eneberezh armet.

Bashar hag Asma al-Assad e Moskov.

Yaouankiz ha studioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo Bashar al-Assad e 1965 e Damask, kêrbenn Siria. Mab da Aniseh (ganet Makhluf) hag Hafez al-Assad eo. Hemañ diwezhañ zo ganet en ur familh alawit paour ha sevel a reas gant skeul urzhaz ar strollad Baath betek embreger ar garg uhelañ, penn ar Stad sirian. Bashar ne voe ket ur skoliad barrek-tre, ha ne denne na gounid na dreistgwirioù eus statud e dad. E 1982 e voe degemeret e skol-veur Damas hag e 1988 e tapas enni un diplom war al lagadouriezh. E 1992, evit gellout monet pelloc’h en e studioù, ez eas da Londrez. Eno e labouras e-giz deskard er St Mary's Hospital ha deuet dreist e oa gant an holl ennañ, keneiled koulz ha gouziviaded. E Londrez eo en em gavas gant e zanvez gwreg, Asma al-Akhras, ur Breizveuriadez-ha-Sirianez sunnaat hag a laboure er City evit ar c’hevredad merañ arc'hantel (holding) JP Morgan. Ne hañvale ket Bashar al-Assad bout gwall dedennet gant ar politikerezh d’ar mare-se.

Remziad politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E gwirionez e oa Basil, mab henañ Hafez al-Assad, a zlee monet e penn ar Stad war-lerc'h e dad. Neoazh, mervel a reas hennezh e 1994 en ur gwallzarvoud-hent. Dav e voe da Vashar distreiñ da Siria hag enframmañ akademiezh an arme e Homs. E 1999 e voe anvet da goronal hag e sevenas da heul kefridioù ofisiel a-berzh ar Stad.

Prezidant Republik Arab Siria

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Politikerezh diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Eneber da Vashar al-Assad.
Aduidi Bashar al-Assad e Latakia e kornôg ar vro (tiriad an Alawited) e 2010.

Da heul marv Hafez al-Assad e 2000 ec’h enkemmas ar parlamant ar vonreizh evit ma c’hellfe Bashar bout anvet da brezidant (re yaouank e oa). Dilennet e voe dre referendom d’an 10 a viz Gouere 2000 gant ar spi e cheñchfe mont en-dro ar Stad hag e tegasfe gwellaennoù e-keñver ar frankizoù politikel.

Goude e zilennadeg e cheñchas un tammig an traoù ha war frankizekaat ez eas ar renad (prizonidi bolitikel divac’het, hag all). Hogen, monet a reas war-gil buan a-walc’h o vezañ ma c’houlenne an eneberezh politikel re a araokadennoù ha m’en doa aon Bashar al-Assad, levezonet sur mat gant "gward kozh" ar strollad Baath, evit stabilded e vro.

Politikerezh estren

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goulenn a reas Bashar al-Assad e vefe adkroget gant kevraouerezhioù peoc’h gant Israel evit diskoulmañ kudenn Uhelgompezenn Golan gouzalc’het gant Tsahal. Hogen, tamallet e veze dezhañ gant ar vro-se ha Stadoù Unanet Amerika souten strolladoù milourel evel an Hezbollah (Liban), an Hamas hag ar Jihad Islamek (Tiriadoù gouzlac’het Palestina).

Daoust d’an enebiezh a oa etre an daou renad (ganet an eil hag egile eus ar strollad Baath) ec’h enebas Bashar al-Assad douzh aloubadeg Irak gant an SUA hag o c’hevredidi.

Tamallet e oa bet ar gwalldaol a-enep da Rafic Hariri, Maodiern Kentañ Liban, e 2005, dezhañ ha d’ar Stad sirian. Hogen, etre 2001 ha 2005 e lakaas an arme sirian da guitaat Liban (ar gumuniezh etrevroadel a bouezas warnañ evit se).

Sevel a reas a-du gant raktres Nicolas Sarkozy sevel un Unaniezh evit ar Mor Kreizdouar ha pedet e voe da zibunadeg ar 14 a viz Gouere 2008 e Pariz.

Brezel-diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

* Pennad spisoc'h: Brezel diabarzh Siria

Da geñver (pe un tammig da heul) an nevez-amzer arab e savas e vouezh hag en em savas ul lod ag ar boblañs a-enep d’ar renad baathour adalek miz Meurzh 2011 (er c’hêrioù bras). Taget e voe savadurioù ofisiel ha re ar strollad. Bashar a c’hourc’hemennas neuze ma voe moustret an emsavadeg (kalz a sunnaaded a gemer perzh enni). Evit respont d’ar gostezenn enep ec’h aozas aduidi ar renad manifestadegoù bras o tiskouez splann an dispartioù politikel, kenelel ha diwar gredenn (meur a relijion zo e Siria) e-mesk ar Sirianed. E 2013 e seblant an traoù bout stanket da vat gant ur brezel-diabarzh krisoc’h-krisañ hag ur pouez brasoc’h eus an islamourion djihadour e-mesk an eneberezh milourel. Evit ul lodenn vat ag ar boblañs e vir Bashar al-Assad gwirioù ar minorelezhioù gourdrouzet herveze gant ar muianiver sunnaat.

Alawit eo Bashar al-Assad.