Mont d’an endalc’had

Front de libération de la Bretagne

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Front de libération de la Bretagne
Banniel
Banniel ha skoed-ardamez an FLB
Krouidigezh 1963
Padelezh 1963 – 2000
Sujidigezh Kuzul Meur

CBL (Comité national de la Bretagne Libre, Kuzul broadel Breizh Dieub)

Doare Sponterezh
Ger-stur
Lec'h pennañ Breizh
Bro Breizh
Deiz-ha-bloaz
Anvioù all "Talbenn Dieubiñ Breizh"
Izili Dianav
Niver a gwalldaolioù Kantadoù
Gouzañverien 2 marvet, meur a zen gloazet[1]

Front de Libération de la Bretagne (FLB), troet a-wechoù e Talbenn Dieubiñ Breizh (TDB)[2] [3] e brezhoneg, a oa un aozadur politikel kuzh oberiant etre 1966 ha 2000, a oa da bal dezhañ dieubiñ Breizh. Ur skourr armet en doa, anvet Armée républicaine bretonne da gentañ, deuet da vezañ Armée révolutionnaire bretonne (ARB) da c'houde.

Kentañ FLB ar bloavezhioù 1960 a oa kentoc'h hengounelour ha broadelour pa gemere perzh ennañ beleien evel an tad Le Breton pe an tadoù breudeur ar Barzh. Mikael Coic, ezel eus ar strollad leninour ESB, pe Ronan Tremel, a oa izili eus an FLB-se.

Er bloavezhioù 1970 ha 1980, gant savidigezh an UDB hag astenn e levezon, e teuas tamm-ha-tamm muioc'h troet war-zu an tu-kleiz gant tud evel Yann-Kel Kernalegenn pe Martial Ménard, panevet d'un nebeud tud levezonet gant an tu-dehou pellañ ha pagan evel Serj Rojinsky, Padrig Montauzier pe Jakez Denez.

Er bloavezhioù 1990 e voe kleizelour da vat hag enebet ouzh ar gevalaouriezh gant stourmerien evel Gael Roblin.

Mare 1966-1972

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An teskanv FLB. (Front de libération de la Bretagne) a oa bet skrivet evit ar wech gentañ e Pondi : skrivadurioù a oa bet lakaet war an hentoù e-kerzh nozvezh ar 25 d'ar ar 26 a viz Gwengolo 1963. E 1966, ur strollad kuzh a embannas ur gemennadenn war kazetenn kevreadelour L'Avenir de la Bretagne, renet gant Yann Fouéré. Ton ar gemennadenn c'hallek a oa hañval ouzh re ar vroadelourien saoznek a vro Iwerzhon :

« Nous reprenons le combat progressiste et révolutionnaire que chaque génération de Bretons a entrepris pour la liberté de la Bretagne et pour le droit des Bretons à rejeter le statut colonial afin de se gouverner lui-même. »

Goude ur gwalldaol c'hwitet a-enep da di an tailhoù e Sant-Brieg d'ar 17 a viz Even 1966, e krogas neuze da zont war-wel sigloù an FLB, un FLB-ARB gant un 30 a walldaolioù sevenet e Breizh a-enep da simboloù ar Stad C'hall (savadurioù foran, prefetioù, kazarnioù jandarmed, burevioù an tailhoù…).

Flastridigezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Buhan o deus klasket an FLB heñvelaat ouzh stourm ar vroadelourien iwerzhonat. An IRA (Irish Republican Army) treuzneuziet evit dont da vezañ an ARB (Armée Républicaine Bretonne), kaletoc'h-kaletañ e teu an oberoù da vezañ.

Er bloavezh 1969 e voe harzet un 50 bennak a izili, evel Jean Bothorel ; ha toullbac'het e voent e toul-bac'h la Santé a-raok bezañ dieubet just a-raok an dilennadegoù 6 miz war-lerc'h. Ezel e oa ar stourmerien-se eus aozadurioù hengounel ar stourm breton, kentoc'h. D'ar mare-se e oa kentoc'h mirelour c'hoazh an Emsav evel ma oa an dud diwar ar maez, evit-se e vefe renket kentoc'h a zehoù (en abeg da ze e adkaver un nebeud beleien).

Etre miz Kerzu 1968 ha Genver 1969, e voe klasket diskar ar c'hentañ aozadurioù FLB. E-pad Tro Breizh ar Jeneral De Gaull, urzh voe roet gantañ herzel gant an harzadennoù.

Yann-kel kernaleguen

E miz Genver 2023, un eil annez a voe devet e Landunvez (Penn-ar-Bed) gant ar skrivadur FLB livet war unan eus ar mogerioù eus an ti. D'an 8 a viz Mae, ur c'harr, ur blakenn eus rann-vro Pariz warni a voe devet. Al lizherennoù FLB skrivet war an hent nepell anezhañ. Miz Gouhere 2023, kazetennoù a bep seurt, evel an Télégramme a resevas ur gemennadenn digant an FLB lec'h ma oa embannet ennañ lec'hiadur orin 6 tan-gwall pe moc'haj, en o zouez, ti ur prefed miz a-raok.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • FLB Front de libération de la Bretagne - 1 emvod - miz Du 1969, Sal ar Mutualité (Pariz). Prezegennerien : Yann Morvan Gefflot (Comité Révolutionnaire Breton), Ronan Trémel (bet prizoniad an FLB), Morvan Gillemet (bet prizoniad an FLB), Abad Le Breton (rektor Gouanac'h), Guy Caro (stourmer PSU), Peter Berres Ford Ellis (kazetenner iwerzhonat - Ulaid), Tad Jean Cardonnel (vikel), Jean-Pierre Vigier (Comité d'initiative pour un mouvement révolutionnaire).
  • Levrig Front de Libération de la Bretagne
  1. (fr) Lionel Henry et Annick Lagadec, FLB-ARB : L'Histoire 1966-2005, Embanner : Yoran Embanner, Fouenant, 2006, 390 pajenn (ISBN 2-9521446-5-6)
  2. Emsav, niv. 20, 1968, p. 179
  3. https://bcd.bzh/becedia/br/emgann