An doare-skriva nevez
Titl | An doare-skriva nevez |
---|---|
Aozer | Roparz Hemon |
Lec'h embann | Roazhon |
Yezh an oberenn pe an anv | brezhoneg |
Deiziad embann | 6 Gen 1942 |
Full work available at URL | http://bibliotheque.idbe.bzh/document.php?id=an-doare-skriva-nevez-2044&l=fr |
An doare-skriva nevez zo ul levrig gant Roparz Hemon a zo bet embannet e Roazhon d'ar 6 a viz Genver 1942.
Al levrig
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Naontek pajenn zo ennañ (18 cm x 13,5 cm) ha war ar golo e lenner, ouzhpenn an titl brezhonek, anv ha chomlec'h gallek ar mouler, an Imprimerie centrale de Rennes, hag ar priz e brezhoneg, 16 real. E kein al levr e weler bruderezh diwar-benn tri levr gwerzhet er stal-voulañ : daou levr meneget e galleg, Cours élémentaire de breton, gant Roparz Hemon, Grand dictionnaire français-breton, gant François Vallée, hag unan meneget e brezhoneg, Marc'heger ar Gergoad, gant Yeun ar Go.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er vodadeg dalc'het e ti ar gazetenn La Bretagne e Roazhon d'an 8 a viz Gouere 1941 e oa bet divizet gant ar berzhidi dilezel an doare-skrivañ unan (KLT) a veze graet gantañ betek-henn evit lakaat e pleustr ar peurunvan (KLTG).
Pal
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pal al levrig-mañ a oa reiñ da c'houzout an holl reolennoù nevez-flamm a oa erbedet ober gante diwar neuze. Seizh rann a ya d'ober An doare-skriva nevez :
- 1. — Perak e oa ezomm eus eun doare-skriva nevez.
- 2. — Bodadeg an 8 a viz Gouere 1941.
- 3. — Ar strollad-studi.
- Anvet e oa bet Fañch Elies Abeozen, Gwilherm Berthou-Kerverzhiou, an aotrou Le Marouille, an aotrou Chaloni Mary, an Aotrou beleg Pêr Bourdellez, Maodez Glanndour, Roparz Hemon, Loeiz Herrieu, Frañsez Kervella-Kongar ha Yann-Vari Perrot da izili ar strollad-studi-mañ evit klask klokaat al labour boulc'het. Teir gwech e oant en em vodet e Roazhon a-raok ma voe embannet An doare-skriva nevez.
- 4. — Ar reolennou bras.
- 1. degemeret eo c'h, (i)lh, y, w e-lec'h h, i(ll), i, u (pe ù),
- 2. al lizherenn o, ou (KLT), ù (gwenedeg) a ya da v,
- 3. an dibenn -ff a ya da -ñ (nemet ar gerioù oc'h echuiñ gant -ñv),
- 4. al lizherenn z (KLT), h (gwenedeg) a ya da zh,
- 5. al liesterioù en -ou, -iou (KLT), -eu, -ieu (gwenedeg) a ya da -où, -ioù.
- 5. — An adreolennou.
- 1° ar soniad ou a ya da o er gerioù evel dourn, doun, oun, hag all,
- 2° lakaat an dibenn -ion e-lec'h -ien, dreist-holl er gerioù lies,
- 3° lakaat c'hwe pe c'hwi e-lec'h c'houe pe c'houi (KLT) pe hue pe hui (gwenedeg) e deroù ar gerioù,
- 4° ar gerioù-mell strizh eul, eun, eur a ya da ul, un, ur,
- 5° d'in, d'it, d'eza, d'ezi, d'eomp, d'imp, d'eoc'h, d'eze, d'ezo a ya da din, dit, dezhañ, dezhi, deomp, dimp, deoc'h, dezhe, dezho,
- 6° ar raganv-gour heñ (KLT), ean (gwenedeg) a ya da eñ,
- 7° lakaat sh pe zh e-lec'h s pa glot ouzh an h e gwenedeg,
- 8° ar reolenn vras 3. ne dalv nemet evit an anvioù-verb ha derez-uhelañ an anvioù-gwan,
- 9° ret eo teuler evezh bras ouzh ar gerioù KLT dianav d'ar gwenedeg,
- 10° ne vo ket graet ar c'hemmadur S/Z ken er gerioù kevrennek.
- 6. — Kemmou er yezadur.
- 7. — Kemmou er geriadur. Ul listenn c'herioù a bep seurt, a a-barzh da well-wazh, a gaver e-barzh ar Geriadurig-Dourn Brezonek-Gallek (embannet gant Hemon e 1928) hag a c'hallfe an implijer faziañ diwar o fenn.