Mont d’an endalc’had

Amzer-dremenet (yezhadur)

Eus Wikipedia
Ur pennad Amzer-dremenet zo ivez.

An amzer-dremenet zo un amzer-verb hag a vez enebet, er yezhadur, ouzh an amzer-vremañ hag ouzh an amzer-da-zont. Meur a amzer-dremenet avat zo e brezhoneg, evel er yezhoù all.

Daou seurt amzerioù-tremenet zo e meur a yezh, hag e brezhoneg ivez :

  • an amzerioù eeun,
  • an amzerioù kevrennek.

An amzerioù eeun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou zo e brezhoneg:

  1. an amzer-dremenet strizh, a glot rik gant an passé simple gallek (hag eveltañ n'emañ ket er yezh komzet ken), a gaver er skridoù lennegel dreist-holl (Emgann Kergidu, da skouer) hag a gaver ivez e gwerzioù-pobl ha rimadelloù: Labourat a reas met ne chomas ket
  2. an amzer-amdremenet, a glot dre vras gant an imparfait gallek : Labourat a raent, ha skuizh e oant.

An amzerioù tremenet kevrennek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pemp zo:

  1. an amzer-dremenet amstrizh, dezhañ anvioù all ivez : amzer-dremenet kevrennek, pe amzer-vremañ kevrennek, a glot dre vras gant ar passé composé gallek, met gwelloc'h c'hoazh gant ar present perfect saoznek: Labouret em eus hiriv.
  2. an amzer-beurdremenet, pe ar peurdremened a glot dre vras gant ar plus-que-parfait gallek: Labouret em boa dec'h.
  3. an amzer-dremenet kent, hag a glot gant ar passé antérieur gallek, zo savet eveltañ diwar an amzer-dremenet strizh, ha ne vez implijet nemet er skridoù lennegel.
  4. an amzer-dremenet tost, savet diwar an droienn bezañ o paouez ober un dra bennak
  5. an amzer-dremenet adkevrennek, savet diwar an amzer-dremenet kevrennek: Labouret em eus bet, pell zo, hag a glot gant ar passé surcomposé e galleg.

Arvezioù hag amzerioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzhpenn-se ez eus amzerioù-tremenet all diazezet war an daou arvez-verb-mañ : ar pad hag ar boaz.

Pemp amzer-verb a verk ar pad :

  1. an amdremenet padus : Me a oa o labourat, hag a glot gant ar past continuous saoznek
  2. an amzer-dremenet kevrennek padus : Me zo bet o labourat hag a glot gant ar present perfect continuous saoznek
  3. ar peurdremened padus : Me a oa bet o labourat hag a glot gant ar pluperfect continuous saoznek
  4. an amzer-dremenet strizh kevrennek, Me a voe o labourat, hag a glot gant ar passé antérieur gallek.

Ar pad hag ar boaz war un dro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. an amdremened boaz padus, Me a veze o labourat, hag a glot gant an anv gallek forme fréquentative[1] a vez implijet (e gaou hervez tud zo) diwar-benn implij used to ha would] e saozneg, tra ma ne reer nemet gant an imparfait e galleg.

An tremened boaz padus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. An tremened boaz kevrennek : Pa vezen bet e ti ma zud-kozh ha pa'm beze bet ur pezh 10 lur ... .
  1. http://easy-gram.pagesperso-orange.fr/fv3.htm