Amzer-dremenet amstrizh

Eus Wikipedia
Amzerioù yezhadurel
AMZER-DREMENET
Strizh
Amstrizh
Amdremened
Peurdremened
Tremened kent
Tremened adkevrennek
Tremened tostañ
Tremened pellañ
Amzer-dec'h
AMZER-VREMAÑ
Amzer-hiziv
AMZER-DA-ZONT
Dazond kent
Amzer-warc'hoazh
AORISTEK
Reizhiad rik
Reizhiad keñveriek

Er yezhadur hag er yezhoniezh e vez lavaret amzer-dremenet amstrizh, amzer-dremenet kevrennek pe amzer-vremañ kevrennek[1] eus un amzer yezhadurel en tremened hag a dalvez da deskrivañ un ober pe un darvoud peurechu a-raok ar mare m'emeur o komz (amzer-vremañ) en ur reizhiad amzerioù rik pe a-raok ar mare m'emeur o komz anezhañ lakaet da zaveenn en ur reizhiad keñveriek.

Un amzer gevrennek eo, savet diwar implij ur verb-skoazell (e brezhoneg: "en devout" pe "bezañ/bout") ; da skouer :[2]

Lennet em eus
Deuet eo

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abalamour m'eo aet da get implij an amzer-dremenet strizh er yezh komzet eo bet kemeret he lec'h gant div amzer-verb all : an amzer-amdremenet hag ar peurdremened.

E brezhoneg e saver an amzer-dremenet amstrizh diwar ur verb-skoazell ("en devout/bezañ") mui un anv-gwan-verb. Pa vez displeget gant ar verb-skoazell "ober" e van stumm ar verb pennañ en anv-verb ha neuze ec'h implijer anv-gwan-verb "ober" ("graet") displeget d'e dro gant ar verb-skoazell "en devout" ; da skouer :

Lennet em eus
Lenn am eus graet

Yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Saozneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E saozneg e talvez ar verb to have ("kaout") da verb-skoazell en degouezh-mañ atav.

Enebet e vez an amzer-dremenet amstrizh (present perfect : arvez strizh) ouzh an amzer-amdremenet (simple past : arvez ledan) evel e brezhoneg ; da skouer :

Amdremenet
I left Argentina eight years ago
darvoud/ober peurechu : echu da vat en amzer-dremenet.
Tremened amstrizh
I have left Argentina for now
darvoud/ober diechu : kenderc'hel a ra betek an amzer-vremañ.

Galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E galleg evit sevel an amzer-dremenet amstrizh (passé composé) e reer gant ar verb-skoazell avoir "en devout" peurliesañ, ha gant ar verb-skoazell être "bezañ" e degouezhioù resis :

Verboù tranzitivel
il a levé : "Savet en deus" = "Lakaet en deus un dra da sevel"
Verboù-emober
il s'est levé : "Savet eo" = "Aet eo war e sav"
Verboù amdranzitivel/dinamek
venir "dont" ; aller "mont", hag all.
il est arrivé "Degouezhet eo"

Spagnoleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E spagnoleg ec'h implijer ar verb-skoazell haber ("kaout") atav.

Enebet e vez an amzer-dremenet amstrizh ouzh an amzer-dremenet strizh hag ivez ouzh an amzer-amdremenet, disheñvel takad implij pep hini an eil e-keñver ar re all ; da skouer :

Tremened amstrizh
ha sido" ("bet eo")
ha comido ("debret en deus")
Tremened strizh
fue ("bez' e voe")
comió ("debriñ a reas")
Amdremenet
era ("bez' e oa")
comía ("debriñ a rae")

Alamaneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En alamaneg unvan ec'h implijer an amzer-dremenet strizh (Perfekt) evel amzer-dremenet pennañ (s.o. ar pennad "Amzer-dremenet strizh"), o tiforc'hañ etre implij ar verboù-skoazell haben ("kaout") ha sein ("bezañ/bout") mui-pe-vui evel e galleg (sellit uheloc'h); da skouer :

Verboù tranzitivel
Ich habe gegessen
"Me am eus debret" = "Debret em eus"
Verboù amdranzitivel/dinamek
Du bist gekommen
"Te a zo deuet" = "Deuet out"
Sie ist geschwommen
"Hi zo neuiet" = "Neuiet he deus"

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Kergoat, L. & Ar Briz, M. (1989) Geriaoueg Dielfennerezh lennegel / Yezhadur (brezhoneg/galleg - galleg/brezhoneg), embann. Kreizenn ar Geriaouiñ (Diwan Breizh)
  2. Kervella, F. (1947, adembann. 1976: 178-179) Yezhadur bras ar brezhoneg, Brest: Al Liamm


Gwelit ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]