Mont d’an endalc’had

Amzer-amdremenet

Eus Wikipedia
Amzerioù yezhadurel
AMZER-DREMENET
Strizh
Amstrizh
Amdremened
Peurdremened
Tremened kent
Tremened adkevrennek
Tremened tostañ
Tremened pellañ
Amzer-dec'h
AMZER-VREMAÑ
Amzer-hiziv
AMZER-DA-ZONT
Dazond kent
Amzer-warc'hoazh
AORISTEK
Reizhiad rik
Reizhiad keñveriek

Er yezhadur hag yezhoniezh e vez lavaret amzer-amdremenet, pe amdremened, pe amzer-dremenet ledan[1] (e latin: imperfectum) eus un amzer yezhadurel en tremened a dalvez da deskrivañ un ober pe un darvoud a c'hoarveze a-raok ar mare m'emeur o komz (amzer-vremañ) en ur reizhiad amzerioù rik pe a-raok ar mare m'emeur o komz anezhañ lakaet da zaveenn en ur reizhiad keñveriek met o resisisaat ar fed ma ne oa ket peurachu an ober pe ar stad-se d'ar mare kent-se. Da lâret eo e talvez da gomz eus an tremened evel ma vije en amzer-vremañ.

E berr-gomzoù e talvez an amzer-dremenet strizh da verkañ an amzer-dremenet en un tu hag an arvez ledan en tu all war un dro, enebet ouzh an amzer-dremenet strizh, da skouer[2]:

Bez' e lenne
Lenn a rae
Klañv e oa

Alies e vez implijet an amzer-mañ evit danevelliñ.

E brezhoneg e c'heller sevel an amzer-dazont hervez an tri doare displegañ boas, da skouer gant ar verb "hadañ"

Bez' e haden
Bez' e hades
Bez' e hade (eñ/hi)
Bez' e hademp
Bez' e hadec'h
Bez' e hadent
Bez' e haded
  • Displegadur eeun gant ur raganv gour:
Me a hade
Te a hade
Eñ a hade
Hi a hade
Ni a hade
C'hwi a hade
Int a hade
  • Gant ar verb-skoazell "ober":
Hadañ a raes
Hadañ a raes
Hadañ a rae (eñ/hi)
Hadañ a raemp
Hadañ a raec'h
Hadañ a raent
Hadañ a raed

E gwirionez e saozneg n'eus amzer-amdremenet ebet, hag enebet e vez an amzer-dremenet strizh (past perfect) diouzh un tu ouzh an amzer-dremenet pad diouzh an tu all, savet diwar ar verb-skoazell "to be" en dremened mui stumm-ober ar verb pennañ, da skouer:

  • Arvez strizh:
I ate ("Debriñ a ris")
  • Arvez amstrizh (=ledan/pad):
I was eating ("Debriñ a raen"/"O tebriñ e oan")

Estreget e arc'hwel pennañ ma talvez da sevel an doare-divizout, a-hendall e c'heller implijout ar verb-doareañ "would" (berraet: "'d") evit pouezañ war ar fed ma veze graet pe ma c'hoarveze un dra bennak e-pad kalz a amzer en amzer dremenet, da lâret eo an amdremened en arvez boas, da skouer:

Back then, I'd eat early and then I'd walk to school

Setu penaos e veze displeget pep rummad verboù en amzer-amdremenet e latin:

 parāredocērelegerecaperescīreesse
egoparābamdocēbamlegēbamcapiēbamsciēbameram
parābāsdocēbaslegēbāscapiēbāssciēbāserās
isparābatdocēbatlegēbatcapiēbatsciēbaterat
nōsparābāmusdocēbāmuslegēbāmuscapiēbāmussciēbāmuserāmus
vōsparābātisdocēbātislegēbātiscapiēbātissciēbātiserātis
parābantdocēbantlegēbantcapiēbantsciēbanterant

Diwar patrom an displegadur latin e oa bet dioroet an amzer-amdremenet er yezhoù romanek a-vremañ.

E spagnoleg e vez enebet an amzer-amdremenet (anvet alies: copretérito) ouzh an amzer-dremenet amstrizh (pe "kevrennek") hag ivez ouzh an amzer-dremenet strizh, disheñvel takas implij pep hini an eil e-keñver ar re all, da skouer:

  • Tremened strizh
fue ("bez' e voe")
comió ("bez' e tebras")
  • Tremened amstrizh
ha sido" ("bet eo")
ha comido ("debret en deus")
  • Amdremenet
era ("bez' e oa")
comía ("bez' e tebre")

Setu penaos e vez displeget pep rummad verboù reizh:

 hablarcomerinsistirirserver
yohablabacomíainsistíaibaeraveía
hablabascomíasinsistíasibaserasveías
élhablabacomíainsistíaibaeraveía
nosotroshablábamoscomíamosinsistíamosíbamoséramosveíamos
vosotroshablabaiscomíaisinsistíaisibaiseraisveíais
elloshablabancomíaninsistíanibaneranveían

Ar persieg a ra an diforc'h etre an amzer-dremenet pad diouzh un tu hag an amzer-amdremenet diouzh a tu all.

Reizh eo diplegadur an amzer-amdremet evel an holl amzerioù tremenet all, savet diwar ur rakger digemm ("mi-") mui dibennoù personel ("-am"...) evel-hen (s.o. ouzh ar pennad "verb kevrennek"):

Conjugation of the imperfect indicative
 raf.tan (to go)kâr kar.dan ("labourat")
Memi.raft.amkâr mi.kard.am
Temi.raft.ikâr mi.kard.i
Eñ/Himi.raftkâr mi.kard
Nimi.raft.imkâr mi.kard.im
C'hwimi.raft.idkâr mi.kard.id
Intmi.raft.andkâr mi.kard.and

Daosut ha m'eo aet da get an amzer-amdremenet en darn vrasañ eus ar yezhoù slavek e kendalc'her d'ober ganti c'hoazh e bulgareg, da skouer:

  • Amdremenet:
пристигаx/пристигнеx (pristigah/pristigneh)
"degouezhout a raen"
  • Tremened strizh/Aoristek:
пристигнах (pristignah)
"degouezhout a ris"

E malayalameg e vez enebet an amzer-adremenet plaen diouzh un tu gant an amdremened pad diouzh an tu all:

ഓടുക (ōṭu.ka: "red.ek")
  • Amdremenet plaen
merket gant an dibenn "-യായിരുന്നു" (-yāyirunnu)
ഓടുകയായിരുന്നു (ōṭu.ka.yāyirunnu: "redek a rae")
  • Amdremened pad
merket gant an dibenn "--മായിരുന്നു" (-māyirunnu)
ഓടുമായിരുന്നു (ōṭu.māyirunnu: "o redek e oa/e veze")
  1. Kergoat, L. & Ar Briz, M. (1989) Geriaoueg Dielfennerezh lennegel / Yezhadur (brezhoneg/galleg - galleg/brezhoneg), embann. Kreizenn ar Geriaouiñ (Diwan Breizh)
  2. Kervella, F. (1947, adembann. 1976: 178) Yezhadur bras ar brezhoneg, Brest: Al Liamm