Amzer-dremenet kent
Neuz
Er yezhoniezh e vez implijet an termen amzer-dremenet kent, evit komz eus un amzer yezhadurel en tremened a dalvez da deskrivañ un ober pe un darvoud bet en ur stad d'ar mare m'emeur o komz (amzer-vremañ) en ur reizhiad amzerioù rik pe d'ar mare m'emeur o komz anezhañ lakaet da daveenn en ur reizhiad keñveriek, da skouer[1]:
- Ur wezh m'en devoe lazhet e eontr, e lakaas bodañ an eskibien evit bezañ anvet da roue
E gwirionez eo un arvez kentoc'h evit un amzer rik, savet diwar ar amzer-dremenet strizh. Ne vez implijet nemeur er yezh komzet hag alies ec'h implijer adal ma, goude ma, ur wezh ma... gant an arvez-mañ.
Mammennoù:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Kervella, F. (1947, adembann. 1976: 179) Yezhadur bras ar brezhoneg, Brest: Al Liamm