Kaozeal:Amzer-dremenet (yezhadur)
Ar pennad-mañ ne zispleg netra, pa rank al lennerien gouzout yezhadur ar galleg ha hini ar saozneg evit peuzkompren al listennad diglok a zo kinniget d'al lennerien.
N'eus ket anv eus ar verb brezhonek, zoken.
Reishoc'h ha splannoc'h e vije bet displegañ ar brezhoneg dre ar brezhoneg, evel m'eo bet graet meur a wech a-gozh dija. Rudlamot (kaozeal) 17 Kzu 2015 da 20:51 (UTC)
- Alioù personel talvoudus zo, a vrennigenn: hennezh zo peurdidalvoud.
- Ur pennad verb zo : kerzh da glask laou e penn an aozer ivez, ha n'eo ket me an hini eo, a vrennigenn.
- Sav da yezhadur mar dout ken ampart, ma vo gwelet petra out gouest d'ober. Ha gra skol goude gantañ, ma kavez diskibion. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Kzu 2015 da 20:59 (UTC)
"Didalvoudus", evel-just, nemet ec'h eus kemmet digoradur ar pennad evit menegiñ ez eo a verb ez eus kaoz... Na pegen izel.
N'eus ket ezhomm a "sevel ur yezhadur" (sic), pa'z eus bet tud ampartoc'h egedout oc'h embann levrioù talvoudus diwar-benn yezhadur ar brezhoneg, koulz e brezhoneg (Kervella), e galleg (Trépos) hag e saozneg (Hardie) paneveken.
Dismegañsiñ, reiñ ur bajenn c'hallek a-zivout ar saozneg evel dave (hep ar rannbennad "Notennoù") : diskouez da zivarregezh a rez amañ, tra ken. Ro daveoù brezhonek evit harpañ an traoù, pe – da nebeutañ - gra dave da levrioù yezhadur brezhonek, evit ma c'hellfe al lennerien deskiñ un dra bennak dre ar Wikipedia brezhonek, ha n'eo ket lenn da "alioù personel talvoudus" hepken.
Ha na ra ket "brennigenn" ac'hanon, pa faziez den a-dra-sur. Sinañ a ran ar pezh a skrivan, ha ne skrivan nemet a vare da vare, peurliesañ pa lennan re c'hros evel a vezez kustum da skrivañ dre zigasted – ha c'hoazh, kalz traoù a lezan da dremen dre skuizhder ha dic'hoanag.
Un dra da ziwezhañ : reizh e oa ma evezhiadenn, evel m'eo bet anzavet ganit dre gemmañ ar pennad, ha direizh da respont, pa ne ouzez nemet kas tabut e-lec'h arguzenniñ. Gra labour kempenn evit ur wech, pa gredez (an daou ster) displegañ hor yezh ha p'emañ ar Wikipedia brezhonek evit skignañ gouiziegezh dre ar yezh-se end-eeun. Ne respontin ket d'an tagadennoù a zeuio amañ. Rudlamot (kaozeal) 17 Kzu 2015 da 21:50 (UTC)
- Randoner: an holl sorc'hennoù-se zo bet skrivet dija ganit dindan meur a anv. War a seblant ne glaskez laou nemet em fennadoù, ha n'eo ket e-barzh re an hini en deus aozet ar bras eus ar pennadoù yezhadurel amañ. Na pegen izel.
- Gaouiad, n'eo ket gant da anv e sinez met gant un anv-lec'h dibabet evit tufañ da gasoni.
- Digant un den a'r seurt-se, paotr e c'hodelloù aezet, kentel ebet da gaout. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Kzu 2015 da 21:57 (UTC)