Mont d’an endalc’had

Alla Nazimova

Eus Wikipedia
Alla Nazimova
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet, Impalaeriezh Rusia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denМарем-Идес Левентон Kemmañ
Anv-bihanAlla Kemmañ
Deiziad ganedigezh3 Mez 1879, 22 Mae 1879 Kemmañ
Lec'h ganedigezhYalta Kemmañ
Deiziad ar marv13 Gou 1945 Kemmañ
Lec'h ar marvLos Angeles Kemmañ
Abeg ar marvcardiovascular disease Kemmañ
Lec'h douaridigezhForest Lawn Memorial Park Kemmañ
Kompagnun(ez)Charles Bryant, Glesca Marshall Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Deroù ar prantad labour1916 Kemmañ
Tuadur revellesbianiezh Kemmañ
Prizioù resevetstar on Hollywood Walk of Fame Kemmañ
Nazimova e 1911, e Broadway, o c'hoari ar pezh The Marionettes
Alla Nazimova o c'hoari Ti ar Mergodennoù, gant Henrik Ibsen

Alla Nazimova (Алла Назимова e ruseg hag ukraineg), pe Mariam Edez Adelaida Leventon (Мириам Эдес Аделаида Левентон e ruseg, Міріам Едес Аделаїда Левентон en ukraineg), ganet d'an 22 a viz Mae 1879 e Yalta, e Krimea, ha marvet d'an 13 a viz Gouhere 1945 e Los Angeles (California), a oa un aktourez rus ha stadunanat, er c'hoariva hag er sinema, hag unan eus re vrudetañ ar sinema en e oadvezh digomz. Anavezet eo ivez evel Nazimova, hag Alia Nasimoff.

Nazimova a oa merc'h da Yakov Leventon ha Sonya Horowitz, Yuzevien o chom e Yalta, e Krimea, en Impalaeriezh rus (hiriv en Ukraina). Dispartiañ a reas he zud, ha lakaet e voe e pañsion. Da 7 vloaz e ouie seniñ biolin.
Kaset e voe he ziegezh kuit eus Yalta gant ar pogromoù ha repu a gavas e Montreux e Suis, ma tigoras he zad ur stal-apotiker. Deskiñ a reas galleg hag alamaneg, ouzhpenn ruseg. Addimeziñ a reas he zad, met diaes e oa an darempredoù etre Alla hag he lezvamm. Stagañ a reas gant an dañs klasel. Rediet e voe gant he zad da gemer un anv-leurenn, ha dibab a reas bezañ Alla Nazimova, Alla ar berranv diwar Adelaida roet gant he mamm, ha Nazimova diwar penntudenn ur romant rusek, Bugale ar Straedoù .
Mont a reas da Voskov, ha hi krennardez, hag eno e reas a bep seurt micherioù, ha gasterezh zoken, ha da 17 vloaz e teuas a-benn da vont e-barzh skol-c'hoariva Constantin Stanislavski, hini an naturelourien, an hini vrudetañ e Rusia en amzer-se. Eno e teskas ar vicher a aktourez hag a leurennerez, ar c'hinklañ-leurennoù, ar gwiskañ aktourien, ar sklêrijennañ. En em gavout a reas gant Anton Tchekhov, orgediñ outañ, ha dimeziñ koulskoude gant ar studier Sergey Golovin en 1899. Adalek 1903 e oa brudet e Moskov ha Sant Petersburg. Brudet e oa ar pezhioù a c'hoarie, skrivet gant Tchekhov ha Henrik Ibsen, ha brudet e oa he doare da c'hoari e Rusia koulz hag en Europa. Kuitaat a reas he gwaz ha tec'hel eus Rusia, evel kalz a arzourien.
Gant bagad-aktourien Stanislavski e veajas dre Europa, e c'hoarias e Londrez ha Berlin gant he serc'h, an aktour Pavel Orlenev.

En 1905 e tegouezhas gant he bagad e SUA ha savet e voe ur c'hoariva rusek eno, el Lower East Side. Ne reas ket berzh avat, Orlenev a zistroas da Rusia tra ma chomas Nazimova e New York.

Deskiñ a reas saozneg en ur ober 4 miz. E Broadway, e teuas da vezañ aktourez muiañ-istimet Charles Frohman, unan eus oberourien brudetañ ar mare. Dre ma komze un toullad mat a yezhoù e c'halle c'hoari en o yezh evit an divroidi, ma vame speredoù uhel New York ouzh an aktourez liesyezhek a oa anezhi.
Ur steredenn e bed ar c'hoariva eo Alla, gounit a ra arc'hant a-vernioù, ha brudañ a ra pezhioù nevez ha mennozhioù modern ma tifenn dieubidigezh ar maouezed.


He c'harantezioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mercedes de Acosta (1893-1968), skrivagnerez stadunanat.
Anna May Wong, e 1939

Brudet eo Nazimova ivez abalamour d'he c'harantezioù lesbian. E-touez he c'hariadezed e oa an aktourez Tallulah Bankhead. En 1916 e teuas da vout serc'h ar skrivagnerez Mercedes de Acosta (1893-1968). Met brud fall zo war ar c'harantezioù heñvelrevat e SUA puritan. Evit kaout peoc'h e timezas d'an aktour heñvelrevat saoz Charles Bryant a c'hoario ganti e meur a film evit ar Metro-Goldwyn-Mayer.
Sachet e oa bet selloù tud Hollywood war brud an aktourez c'hoariva. E 1916 e teuas a-benn ar gompagnunezh Metro-Goldwyn-Mayer d'he lakaat da sinañ ur gevrat ganti: diwar neuze e vije paeet 13 000 dollar ar sizhun. Berzh bras-kenañ a reas he film kentañ.

Berzh a reas he film kentañ, War Brides, e 1915, ma teuas da vout unan eus brasañ steredennoù an MGM a reas 11 film ganti en ur ober tri bloaz. Perzh a gemere a-dost e skrivañ, sevel hag aozañ he filmoù. Lakaat a reas sevel ur pikol kenkiz en niverenn 8080, Sunset Boulevard, e Los Angeles, The Garden of Alla. Brudet e vo an ti abalamour d'ar festoù ha banvezioù diroll ma'n em gavo an holl re a glaske tec'hel a-zirak selloù an dud strizh o spered pe o buhezegezh.
E-kerzh unan eus an nozvezhioù-se e teuas ur serc'h dezhi, Jean Acker, da ginnig he gwaz dezhi: Rudolph Valentino an hini e oa. Da gentañ e kave da Nazimova ne oa mann nemet ur merc'hetaer saloñsoù. Met pa welas pegen brav e oa deuet gantañ er film The Four Horsemen of the Apocalypse e 1921 (sevenet gant Rex Ingram, diwar romant Blasco Ibañez) e komprenas e oa danvez un aktour eus ar c'hentañ troc'h ennañ. Kavout a reas dezhi ne oa ket gwelloc'h evitañ da c'hoari ganti e-barzh Camille, diwar La Dame aux camélias. Gantañ e c'hovelias ar « gwaz nevez » ha ne oa e wrizioù e perzhioù boas ar baotred pa n'en doa ket aon da ziskouez e wregelezh. Ar c'hentañ gwaz stummet hervez c'hoant ur vaouez e vo. Hi an hini a roas brud d'ur vojenn Valentino a vo en he bleuñv er bloaz goude er film Le Cheik.
Goude lakaet Valentino da latin-lover, e kuitaas Nazimova an MGM evit aozañ Salomé, pezh Oscar Wilde. Met ar film film, re nevez ha diaes e zoare, e-lec'h ma tañse ivez, ne ra ket berzh, ha rivinet e voe Nazimova. A zo gwashoc'h, krog e oa ar c'hompagnunezhioù bras d'ober fae warni abalamour m'he doa klasket ober ur film hec'h-unan, hag ivez dre ma oa brud fall war ar c'harantezioù lesbian diskouezet splann er filmoù. Neuze e klaskas en em lazhañ. C'hwitet ganti he zaol, setu-hi adkrog gant ar c'hoariva. Laeret e voe gant ur serc'h nevez, ma rankas gwerzhañ he c'henkiz.

Dimezioù ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1899 e timezas da Sergey Golovin, un aktour evelti. Met un eured dre anv ne oa ken, ha ne voe ket torret an dimeziñ, daoust da bep tra. E Rusia, a-raok kuitaat ar vro e 1905, e c'hallfe bezañ ganet ur bugel. N'ouzer ket piv e oa an tad, pe he gwaz Golovin pe he serc'h Orlenev.
Etre 1912 ha 1925 e vevas er briedelezh war baper gant an aktour Charles Bryant (1879–1948).

Etre 1917 ha 1922 he deus bet Nazimova kalzik a levezon hag a c'halloud en Hollywood.

Eus 1929 betek he marv e 1945 e vevas Nazimova gant Glesca Marshall .

En 1921, e oa deuet Nazimova da vout mignonez da'n aktourez Edith Luckett ha d'he fried, Dr. Loyal Davis, ha kemeret e voe da vaeronez da Nancy Davis Reagan, merc'h da Luckettha d'ur pried dezhi a-raok.

E 1927 e teuas da vout Stadunanadez.

Goude 1940 e voe gwelet c'hoazh en un nebeud filmoù, evel Blood and Sand, diwar ar romant spagnolek Arenas y Sangre, gant Blasco Ibañez. Skrivañ a reas hec'h eñvorennoù ha mervel en 1945 da 66 vloaz.

'War Brides (1916)
Revelation (1918)
The Red Lantern (1918)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]