Lesbianiezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Studioù rev.PNG
Studioù ar rev
Pennadoù all

Porched ar revelezh denel

Lesbianiezh[1], pe lesbianelezh[2] a vez lavaret eus an heñvelrevelezh etre maouezed, da lâret eo maouezed a gar pe a glask kaout darempredoù reizhel gant maouezed all.
"Lesbianed" a reer e brezhoneg eus seurt maouezed.[1]

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra ar ger diwar anv enez Lesbos (gresianeg Λέσβος) e Gres ma oa genidik anezhi ar varzhez Sappho hag a skrive barzhonegoù-karantez da vaouezed all.
Gwechall e veze implijet kentoc'h an termen "safegezh" [3] diwar anv ar varzhez brudet-se, evit ober dave d'al lesbianiezh.
Hervez ar skridoù kozh e veze kelennet merc'hed yaouank gant Sappho. N'eus ket deuet kalz barzhonegoù dimp anezhi, met er re a anavezomp ez eus kaoz eus buhez pemdez ar merc'hed, o darempredoù, o lidadurioù. Pouezañ a ra Sappho war kened ar merc'hed yaouank hag embann a ra he c'harantez outo.

A-raok dibenn an XIXvet kantved e veze lavaret « lesbian » eus kement tra a zeue eus Enez Lesbos, ar gwin lesbian dreist-holl.

Anv eus lesbianiezh a vez abaoe 1844 da vihanañ.[4] E 2008 o deus klasket tud an enez lakaat justis Gres da verzañ ober an anv « lesbian » eus tud an enez hepken, hogen tro-wenn a rejont. Dezho e oa « un dismegañs en o c'heñver dre ar bed »[5].

Tric'horn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tric'horn du.png

Implijet e veze e kampoù-bac'h an Nazied an tric'horn du evit merkañ ar maouezed dizereat evit er gevredigezh, en o zouez meur a lesbian. Implijet e vez hiziv an tric'horn du evel arouez al lesbianelezh dres evel ma vez implijet an tric'horn roz evel arouez an heñvelrevelezh etre paotred.

E meur a lec'h ma vez kastizet gant al lezenn an heñvelrevelezh etre paotred pe c'hoazh gant ar relijionoù a laka an darempredoù reizhel etre paotred da bec'hed ne vez meneg ebet eus seurt darempredoù karantezel etre maouezed. N'eo ket dre ma vezont kavet mat met kentoc'h peogwir ne vez ket dalc'het kement a gont eus ar maouezed evit eus ar baotred dre vras rak ar maouzed heñvelrevel n'o deus ket an hevelep gwirioù hag an dud arallrevel — ne c'hellont ket eurediñ, da skwer — er broioù ma vez difennet kemend-all ouzh ar baotred heñvelrevel.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 Geriadur Ménard p. 788a.
  2. Kinniget gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
  3. op. cit. p.1214b.
  4. Testeniekaet abaoe 1844 eo ar ger lesbianisme e galleg hervez ar geriadur Le Robert.
  5. Lesbos locals lose lesbian appeal, BBC News Europe [22 Gouhere 2008].


Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Lgbt fiñv.gif Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.