Kaozeal:Lesbianiezh

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

D'am soñj n'eo ket savet mat ar ger. Perak lesbianadezh" kentoc'h eget

  • lesbianelezh , evel denelezh, tadelezh, breizhadelezh, madelezh
  • lesbianegezh, evel yuzevegezh
  • lesbianiezh, evel yuzeviezh.

D'am soñj n'haller ket krouiñ gerioù evel se war ar prim, na dreist-holl o fourrañ en un holloueziadur, hep un tamm enklask e-touez ar vrezhonegerien. Kinnig a ran tri ger all (am bije poan o tibab unan anezhe) peogwir e kav din int gwell eget an hini skoet dirak hon daoulagad. Ne laran ket emañ ar gwir ganin. Met lavarout a ran n'hall ket ne vern pe c'her bezañ lakaet amañ hep studi.Bianchi-Bihan 25 Meu 2006 da 18:05 (UTC)

n'eo ket:

Lesbianadezh evel heñvelreviadezh

n'eo ket ur relijion, nag un ideologiezh met ur stad-bezañs pe ur stad-den. n'eo ket un ober ivez, rak bez' e c'hell unan bezañ lesbianadel ket kaout daremprdoiù reizhel gant hini ebet. un afer identelezh revel an hini eo. evel-just eo diazet deskrivañ an diforc'h e galleg pe e saozneg peogwir e achufe gant -isme evel judaisme ha communisme. goût mat a ran n'int ket tremenoù boutin e brezhoneg (met petra 'fell deoc'h, ober gant pich-kaoc'h da skwer?), termenoù teknikel int o tennañ da deorienn ar rev/quieer. an termennoù a glot gant ho,mosexualit'e e brezhoneg a deu diwar un doare resis da welet ar vedisinerezh spered ha ne vez ket implijet nemeur (boñ, nemet gant tud zo er stadoù-unanet). ha perak ne c'hellfr ket krouiñ gerioù? ha perak ne c'ghellfen ket me krouiñ gerioù evel m'int bet krouet gant tud all en ma raok (ha n'int ket bet i brezhonegrion a-vihanig ivez...). lâret a ran c'hoazh, n'on ket evit gortzo ma vije krouet termenoù evel ar re-mañ gant ar bobl pe embannet gant ur geriadur hollvrezhoneg a deufe war-lerc'h (hag un trede embannadur a vo? ne gav ket din) evit kaozeal diwar-benn ar studioù queer hag ar revlezh denel. --Neal 25 Meu 2006 da 20:40 (UTC)

"henvelreviadezh" n'eo ket mat ivez. Henvelrevelezh, pe henvelreviezh. Evel henvelsonelezh/soniezh.Bianchi-Bihan 30 Meu 2006 da 15:26 (UTC)

ya, ar gwir a zo ganit. implijet em boa ar stumm-se evit da abeg: 1. peogwir n'eo ket reizh implijout -ouriezh evel ma reer alies (savet e vo ur pennad diwar-benn al lesbianouriezh politikel ha neuze e vo splann an diforc'h d'am soñj ha 2. peogwir e oa eus ar stumm-se dija (geriadur arneze imbourc'h 1983) ha ne felle ket din mont da adijinañ pep tra (kalz a zo bet ret ijinañ dija 'mac'hat!). met ret eo lâret ivez ne blije ket din ar stumm-se ivez. kalz gwelloc'h e kavan da ginnigoù-te heñvelrevelezh pe heñvelreviezh. dav e vefe din goût, avat, pehini a blij ar muiañ d'an dud all a-raok din mont da gemmañ pep tra (hir spontus e o ha ne vin ket evit hen ober div wech). lârit ho soñj neuze tudoù. --Neal 31 Meu 2006 da 16:08 (UTC)

Daou zoare zo da ober: 1° An hini gwellañ eo ober gant ar ger mat da gentañ, hag evit se goulenn digant un toullad tud. A responto marteze. 2° An hini fall, implij n'eus forzh peseurt ger ha reizhañ war-lerc'h. A-benn ar fin eo ganit emañ ar wirionez, hag an doare fall eo an hini gwellañ, rak ma c'hortozez ali an dud all ne rez netra, hag e c'hortozez pell. Siwazh e vez ret reizhañ goude.Bianchi-Bihan 1 Ebr 2006 da 07:49 (UTC)

goulennet em boa graet ha selaouet ar respontoù ivez. n'eo ket bet roet ho sonñj avat gant un toullad tud! ha pet den a vefe ret selaou oute a-raok kregiñ gant un tem n'eo bet bet boulc'het (d'am soñj) e brezhoneg e nep lec'h all? gortoz pell, gortoz gwell? pe gortoz pell ha chom hep ober netra? aze emañ an dalc'h. ma lennez ar c'hazeadennoù e weli n'eo ket bet great gant gerioù bet savet n'eus forzh penaos. marteze ne blij ket dit ar re hag a zo bet graet gante, met un afer all an hini eo (din-me da skwer ne blijont ket ar stumoù kinniget gant an here...). gwir eo e vo ret reizhañ, m'enfin, petra a ri!

n'eus forzh penaos, dre lakaat an dud da flepiñ ha da soñjal er gerioù-mañ e vezont lakaet ivez da lenn ar pennadoù ha da brederiata un tamm hiroc'h doiwar-benn ar revelezh revel - pezh ne vije ket fall ivez d'am soñj.

trugarez evit da sikour. ro da ali mar plij evit dibab etre an daou stumm kinniget-mañ: heñvelrevelezh pe heñvelreviezh--Neal 1 Ebr 2006 da 08:22 (UTC)

ober a rez gant lesbianed. N'em eus ket studiet an traoù se gwech ebet. Met graet e vez ar c'hemm peurvuiaén etre italianed hag italianezed. Peseurt kemm etre lesbianed ha lesbianezed? Bianchi-Bihan 2 Ebr 2006 da 10:18 (UTC)

ober a ran gant lesbianed evit un abeg sklaer-tre hag aezet da gompren d'am soñj: en italia ez eu tud a vez great italian oute pa vezont goured hag italanezed pa vezont maouezed. e brezhoneg e vez savet, ez-morfologel, an anvioù gwregel diwar an anvioù gourel puerluiesañ dre ouzhpennañ un -ez. ma reer gant lebianez e teu diwar ur wrizienn lesbian- (ha n'eo ket un anv-gwan, rak lesbianel an hini eo). ha piv eo an dud-se neuze? e berr gomzoù, n'eus abeg ebet evit implijout ur wrizienn lebina- rak n'eus ket, dre ret, eus al lebianed disheñvel diouzh al lesbianezed. n'eo ket ret implijout al lost ger -ez pa gomzer eus maouezed ha zoken pa achu ar ger gant -an. merc'h a vez lâret ha n'eo ket merc'hez: ha peseurt diforc'h a vefe etre merc'hed ha merc'hezed hervezout? marteze e vefe mat dit studial seurt traoù neuze ma'c'h out ken dedennet gante. ha c'hoant 'tues e kasfent dit ur roll kentelioù diwar-benn ar bolitikerezh-yezh hag ar rev? gwir eo eo chomet berr war an dachenn-mañ ar brezhoneg betek-hen (pelloc'h kalz eoo aet ar c'hembraeg...)--Neal 2 Ebr 2006 da 10:32 (UTC)

Ober a rafen gant Lesbosiz. Met n'on ket sur e vije plijet annezidi Lesbos, lakaomp e trailhfent brezhoneg. Petra a vez laret e galleg hag e yezhoù spagn, pa anevont gourel diouzh gwregel.Bianchi-Bihan 2 Ebr 2006 da 10:40 (UTC)

e gwirionez ec'h eu c'hoant kenlabourat dre lâret traoù talvoudus hag ober kinnigoù pe get? marteze n'eo ket hennezeh un tem sirius evidout, met evit tud all ec'h eo sirius-tre (dreist-holl evit a re a vez mac'homet ha betek lazhet evit o revelezh...). ha gwir eo na gomprenez ket. 'on da displegañ:

-ad / - adez (liester -iz/-adezed) = annezidi ul lec'h. ul lesbian n'eo ket ur lec'h reis bennak. neuze n'eus kudenn ebet. gwelloc'h c'hoazh, e brezhonek e c'heller ober an diforc'h etre lesbianed ha lesbosi pe lesbosezed.

ne gomprenan ket ar pezh a Làrez diwar-benn ar galleg hag ar spagnoleg: lesbiana e vez lâret e vez socialista. hag ul lostger gwregel eo? hag hervezout ee ranker ober e brezhoneg evel ma reer e galleg: lesbienne? (ha petra eo ul lesbien neuze? : unan hag a vez e lesbos! - lesbozad e brezhoneg!). --Neal 2 Ebr 2006 da 10:48 (UTC)

Hevel[kemmañ ar vammenn]

Petra eo an hengoun, ar boaz? Gant heñvelrevelezh eo evel gant denelezh: den, denel, denelezh. Bianchi-Bihan 2 Ebr 2006 da 07:30 (UTC)

n'eo ket nag an hengoun nag ar boaz met ar reolennoù morfologel reizh. skuizh e oan pa'm boa goulennet-se. anat eo ar patrom. trugarez n'eus forzh penaos. graet am eus a-benn ar fin gant heñvelrelezh (<heñvelrevel) rak eeunoc'h (sklaeroc'h) ha berroc'h eo ar stumm-se. --Neal 2 Ebr 2006 da 08:22 (UTC)